Tu
Anvioù arall:
Mongour, Monguor, Tsagaan mongghol
Poblañs 240,000 (istim.)
Rannvroioù gant poblañsoù pouezus Sina: Qinghai, Gansu
Yezh Monguor, Wutunhua
Relijion Boudaegezh
Pobloù tost Mongoled

An Dued (Mandarineg 土) a zo unan eus ar 56 minorelezh anavezet gant Republik Pobl Sina. E proviñs Qinghai emañ an darn vrasañ anezho, zoken ma c’heller kavout un nebeud anezho e proviñs Gansu.

Ober a reont “Mongourien” anezho o-unan, pe “Mongoled Dsagaan”, ar pezh a dalvez "Mongoled wenn". Tost-tre ez int ouzh ar Vongoled dre o orin hag o sevenadur. Evel ur vinorelezh diforc'h e renk ar gouarnamant sinaat anezho avat, rak gant Tibetaned ha Turked o deus en em vesket.


Yezh kemmañ

Div yezh a gomz an Dued: ar mongguleg hag ar mangghuer. Yezhoù mongolek ez int hag ur skritur pinyin ispisial a zo bet krouet evito o-daou.

Munudoù kemmañ

Un Tu eo an Dalai Lama a-vremañ, Tenzin Gyatso, dre e c’hanidigezh.

  中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.