Turandot (Carlo Gozzi)

Turandot zo ur pezh-c'hoari italianek, e doare commedia dell'arte, gant Carlo Gozzi e 1762. Awenet eo bet Gozzi gant un istor eus Pers, tennet eus Les Mille et un jours (1710–1712) gant François Pétis de la Croix.

Turandot leurennet gant Yevgeny Vakhtangov en 1922.
Turandot, engravadur war-dro 1859

Skrivet eo e gwerzennoù. Troet e voe en alamaneg gant Friedrich Schiller. Hag ar skrid alamanek eo a servijas da Giuseppe Adami ha Renato Simoni da sevel libretto ar c'hoarigan Turandot gant sonerezh Giacomo Puccini.