Turlough O'Carolan (1670-1738, Toirdhealbhach Ó Cearbhalláin en iwerzhoneg), a oa un telennour dall iwerzhonat, ur sonaozour hag ur c'haner a zo brudet evit kened an tonioù en devoa savet.
An telennour-sonaozour meur iwerzhonat diwezhañ e voe, hag evel pennsonaozour Iwerzhon e vez lakaet gant un niver bras a dud dre ar bed.

Poltred Turlough O'Carolan
Tennet eus R.B. Armstrong,
The Irish and Highland Harp,
Edinburgh, David Douglas, 1904.

Betek 1792 e voe en Iwerzhon telennourien a-vicher a veve hervez an hengoun, evel m'en diskouezas Festival an Delenn e Belfast en hevelep bloavezh[1].
Lod anezho a selle ouzh sonerezh Turlough O'Carolan evel "re arnevez", pa oa-eñ bet levezonet gant sonaozourien italian evel Francesco Geminiani (Lucca, 1687Dublin, 1762) — ur skouer eo Carolan's Concerto, padal e ouezas O'Carolan sevel tonioù e doare ar Ouezeled kozh, evel Farewell to the Music a savas nebeudik kent mervel.

E vuhez kemmañ

E kêr Nobber e Kontelezh An Mhí e voe ganet e 1670, hag e 1684 ez eas e diegezh d'em staliañ e Ballyfarnon e Kontelezh Ros Comáin ma oa bet kavet labour gant e dad e ti ar familh MacDermott Roe. Digant an itron MacDermott Roe e resevas un tamm deskadurezh, hag abred e tiskouezas bezañ donezonet evit ar varzhoniezh.
D'an oad a 18 vloaz en em gavas dall a-c'houde bezañ bet klañv gant ar vrec'h ; kentelioù telenn en devoe digant an itron MacDermott Roe ivez. Tri bloavezh goude e voe roet ur marc'h hag un ambrouger dezhañ, ha kegiñ a reas da veajiñ a-dreuz Iwerzhon evit gounez e damm buhez dre seniñ hag aozañ tonioù evit ar binvidien. E-pad tost da hanter-kant bloavezh e reas ar vicher hengounel-se.
E 1720, d'an oad a 50 vloaz, e timezas gant Mary Maguire. C'hwec'h merc'h hag ur mab a zeuas dezho kent marv ar vamm e 1733. D'ar 25 a viz Meurzh 1738 e varvas Turlough O'Carolan d'e dro.
E kev-iliz prevez an tiegezh MacDermott Roe, e bered Kilronan e Ballyfarnon, eo bet beziet.

Bep bloaz e vez dalc'het O'Carolan Harp Festival Keadue, e Kontelezh Ros Comáin ivez. Un delwenn arem en enor d'ar sonaozour a voe diskuliet e 1986 e Mohill, Kontelezh Liatroim, gant an aotrou Pádraig J. Ó hIrghile (Patrick J. Hillery), Prezidant Republik Iwerzhon.

E sonerezh kemmañ

Koulz sonerezh evit an delenn ha kanaouennoù a voe savet gant Turlough O'Carolan ; en iwerzhoneg eo komzoù ar c'hanaouennoù, unan hepken anezho o vezañ e saozneg.
Evit ha war divoud tud bet dibabet gantañ ez aozas pep hini eus e oberennoù, Mrs. MacDermott Roe o vezañ an hini vrudetañ. Daoust ma 'z eo bet kollet an darn vuiañ eus e skridoù ez eo anavezet e donioù c'hoazh er bed a-bezh.

Sonerezh hengounel Iwerzhon kejet gant doare klasel ar sonerezh europat eo perzh dibar doare Turlough O'Carolan. Aozañ ar sonerezh a rae da gentañ, en ur veajiñ, ha goude hepken e lakae komzoù warno. Ul lod mat eus an tonioù bet lakaet war e anv zo tonioù kozh hengounel bet gwellaet pe hiraet gantañ.
Un doare tonioù zo bet ijinet gant Turlough O'Carolan, a anvas planxty : tonioù buhezek ha birvidik eo ar planxties, a zo aet da hengounel en Iwerzhon abaoe 1790. Dianav eo orin an anv, marteze eus al latin plangere, "merkañ al lusk"[2], ar pezh na vije ket souezhus a-berzh un telennour a vame ouzh sonerezh italian e amzer.

Hêrezh kemmañ

War-dro 1726 e voe embannet sonerezh Turlough O'Carolan evit ar wezh kentañ, dindan an talbenn A Collection of the Most Celebrated Irish Tunes, gant John & William Neale e Dublin[3]. War-dro 220 ton zo lakaet hiziv dindan anv Turlough O'Carolan ; diembann e chomas an darn vrasañ eus e labour koulskoude, ha lod eus e donioù ne voent biskoazh lakaet war baper e-kerzh e vuhez. Dreistbevañ a rejont dre ar sonerien (telennourien, bioliourien ha pibourien pergen), ha dastumet, skrivet, embannet e voent tamm-ha-tamm a-hed an XIXvet kantved.

Kalz sonerien ha strolladoù dre ar bed a-bezh a son tonioù bet savet gant Turlough O'Carolan, a zo deuet da vout klasel er sonerezh iwerzhonat. Gant strolladoù rock evel Horslips[4] int bet kempennet ivez.

Seniñ Turlough O'Carolan kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. BUNTING Edward, The Ancient Music of Ireland Arranged for Piano, Dover Publications, 2011, ISBN 978-0-486-48232-3 Petrucci Music Library
  2. Online Etymology Dictionary
  3. NEALE John & Willam, A Collection of the Most Celebrated Irish Tunes, Irish Traditional Music Archive, Dublin, 2010, ISBN 978-0-9532704-3-9
  4. Lec'hienn Horslips