Uhuru Muigai Kenyatta, ganet d'ar 26 a viz Here 1961 e Nairobi, zo ur politikour kenyan. Pevare prezidant ar vro eo ha kement-se abaoe an 9 a viz Ebrel 2013. E miz Eost 2017 ez eas war ar renk adarre ha disklêriet e voe trec'h war e enebour Raila Odinga. Met d'ar 1añ a viz Gwengolo 2017 e voe nullet disoc'h an dilennadeg gant Lez Uhelañ Kenya.

Uhuru Kenyatta e 2015.

Mab eo da Jomo Kenyatta, kentañ prezidant Kenya, ha da mama Ngina Kenyatta pevare gwreg an tad.

Uhuru Kenyatta gant ar re Obama e 2014.