Ulrich von Hutten, « ex buchonia » (ganet d'an 21 a viz Ebrel 1488 e kastell Steckelberg e Schlüchtern en Hessen; marvet d'an 29 a viz Eost 1523 e-kichen Zürich), marc'heg an Impalaeriezh, a voe ul lenneg, hag unan eus bruderien an Disivoud protestant en Impalaeriezh santel roman. Evel Martin Luther ha Conrad Celtis ez eo ivez unan eus tadoù ar vroadelouriezh alaman.

Ulrich von Hutten (koadengravadur gant Erhard Schön, war-dro 1522)
Poltred e-barzh an « Illustrierte Literaturgeschichte » e 1880
Enez Ufenau e Lenn Zürich : Iliz Pêr ha Paol ma emañ bez Ulrich von Hutten
Maen-bez Hutten

E vuhez kemmañ

E yaouankiz kemmañ

Petra bennak ma oa ar mab henañ, hag e tlee bezañ hêr d'e dad, e voe kaset da abati Fulda en 1499 evit bout manac'h. Gant skoazell e vignon Johann Jäger eus Dornheim e tec'has ac'haleno e 1505. O-daou ez ejont da skol-veur Erfurt en hañv 1506. Eno ivez e kejas von Hutten gant ar barzh Eoban Hesse. Er goañv 1507 e lakaas e anv e skol-veur Viadrina e Frankfurt (Oder), ha goude-se ez eas da skol-veur Leipzig.

Kentañ skridoù kemmañ

En nevezamzer 1509, e oa diarc'hant e Greifswald,hag ar bourc'hvestr Lötz hag e vab, ur chaloni, a roas skoazell dezhañ.

Ne ouezer ket perak, met dindan nebeutoc'h evit tri miz e trenkas ar soubenn etrezo. Skarzhet e voe Hutten neuze, ha tennet digantañ kement tra en doa. E Rostock e savas Hutten e oberenn bouezus kentañ : un dastumad Klemmganoù dindan div levrenn hag a-enep d'ar re Lötz eo.

E 1511 e savas Ars versificatoria p'edo e Wittenberg. Buan e voe degemeret ar skrid er skolioù-meur. Goude-se e veajas Hutten da Vienna ha da Italia. E 1512 e chomas a-sav e Venezia ha Pavia, ha goude-se e Bologna. Eno ec'h enskrivas e kentelioù war ar gwir, dre ma felle dezhañ adskoulmañ darempredoù mat gant e dad. Met rankout a reas chom a-sav abalamour d'ar brezel ha d'ar baourentez. Er memes mare e voe kontammet e dreid.

Distro da Alamagn kemmañ

Da Alamagn ez eas en-dro e 1514. Diwar ali Eitelwolf von Stein, e lakaas da bal labourat evit Albrecht von Brandenburg-Ansbach, hag eñ eskob Magdeburg ha Mainz. Met nullet e voe ar raktres dre ma varvas an eskob. Paour-razh en em gavas Hutten neuze, ha daoust da se e savas eil lodenn e flemmskrid diwar-benn ar yezhoù kozh ha diwar-benn Johannes Reuchlin, anvet Epistolæ obscurórum virórum. En oberenn-se, savet e brizhlatin a-ratozh-kaer, e ra goap ouzh Dominikaned Köln hag a oa mirourien, hag ouzh emzalc'h ar skolaned dre vras.

Chomadenn en Italia kemmañ

D'ar 7 a viz Mae 1515 e voe drouklazhet Hans von Hutten, hag eñ mab Ludwig von Hutten (hag a oa ivez paeron Ulrich von Hutten) e koad Böblingen gant e bennaotrou, dug Ulrich von Württemberg e anv. Ulrich von Hutten a savas neuze pemp pismigadur a-enep d'an dug hag un diviz anvet Phalarismus. War wellaat ez eas neuze an darempredoù gant e familh. A-drugarez da sikour e vignoned ha hini eskob Mainz e c'hellas echuiñ gant e studioù en Italia ha goulenn ur post-labour evel kuzulier ar priñs e kañsellerdioù an Impalaeriezh Santel German. E miz Kerzu 1515 edo o chom e Roma.

Ar roue a voe difennet gantañ a-enep da bemp kannad gall e 1516, hag e-pad an hañv ez eas da Vologna hag eno e kendalc'has gant e studioù war ar gwir hag al lennegezh c'hresian.

Kevre Schwaben kemmañ

E studioù a beurechuas er skol-veur e 1517, met nac'h a reas tremen an arnodennoù. Pa zistroas da Alamagn e voe roet kurunenn ar varzhed dezhañ gant an impalaer Maksimilian Iañ, hag a seblante bezañ entanet gant e skridoù. E 1519 ez eas von Hutten gant Kevre Schwaben, hag a oa bet aozet a-enep da Ulrich Wurtemberg.

An diviz flemmus Phalarismus a voe savet gantañ e-pad ar goañv 1516-17. Un diviz etre tud varv eo, diwar skouer Lukian, hag en diviz e kont ar pezh a c'hoarvez etre ur gwasker anvet Phalaris hag un tirant alaman dianv, daoust ma komprener ez eo Ulrich von Württemberg. Phalarismus Dialogus Hutenius a voe embannet e latin e 1517.

Tizhet e voe e bal gantañ : bannet e voe Ulrich von Württenberg gant an impalaer. Goude ur prosez anvet « prosez ar gambr c'hlas », e voe restaolet 27 000 florin da Hutten abalamour da vuntr e dud. Ul lodenn eus ar sammad-se a voe roet dezhañ e 1520, ha gant an argant-se e prenas kastell Frankenberg, hag a zo e kornôg koad Steigerwald. Kempennet e voe ar c'hastell gant ar marc'heg Ludwig von Hutten yaouank (1493-1548), hag eñ diazezer lignez Frankenberg.

Ulrich von Hutten hag an Disivoud kemmañ

 
An orged, ar bizhoni, hag ar pompad, a veze tamallet gant Hutten d'ar veleien gatolik : an « Trias Romana », alegorienn gant Matthias Grünewald.

Ulrich von Hutten a save a-du gant Martin Luther, hag a soñje dezhañ e oa un haroz alaman. Luther a soñje dezhañ e oa von Hutten unan eus a re a vroude ar gwellañ an Disivoud. Kement-se a weler er builh-eskumunugañ embannet gant ar pab Leon X e miz Genver 1521 : en destenn ez eus anv a von Hutten hag a Luther. Ken taer e oa skridoù Von Hutten ken e teuas a-benn da gendrec'hiñ ar marc'heg Franz von Sickingen da sevel a-du gant Luther. E 1520 en doa lakaet embann Vadiscus. Ur skrid dindan stumm un diviz eo, ma ra goap ouzh ar babiezh. Awenet e voe Matthias Grünewald gant an destenn, hag ur c'hoadengravadur anvet Trias Romana a savas, ma weler alegorienn tri fec'hed pennañ (ar bizhoni, an orged hag ar vrasoni) gant an displegadenn da-heul :

Dry ding hand mich gefochten an,
das ich der wält gäb zu verstan,
Was jetz zu Rom wär die losantz
Sprich ich dry ding regierens gantz:
Hoffart, unküschheit vmder gydt

Hutten a rankas tec'hout war-du Suis a-benn ar fin, hag eno e labouras evit Ulrich Zwingli. D'an 29 a viz Eost 1523 e varvas gant an naplez en enezenn Ufenau, e lenn Zürich.

Tro-lavar kemmañ

Ger-stur skol-veur Stanford, bet dibabet e 1891 : « Die Luft der Freiheit weht » (Lakaat avel ar frankiz da c'hwezhañ) a ra dave d'un dro-lavar gant von Hutten.

Oberennoù kemmañ

  • De guaiaci medicina et morbo gallico liber unus (1521), Bologne, impr. Hieronymus de Benedictis. Pleustrad war an naplez (an « droug gall ») ha penaos pareañ dre implij koad gaiag[1].
  • Epistolæ obscurórum virórum (1515-17), Köln. Dastumad 70 lizher flemmus embannet dianv, hag adembannet meur a wech (da skouer e Londrez e 1519).
  • Beklagung der Freistädte deutscher Nation (Klemmgan kêrioù dieub ar vroad alaman), 1522.
  • Poemata cum corollariis, embannadurioù Eduardus Böcking, Leipzig, Teubner, 1862.
  • Die Schule der Tyrannen. Wissenschaftliche Buchgesellschaft, Darmstadt 1997, ISBN 3-534-13315-3

Daveoù kemmañ

Arnodadennoù

  • J.-C. Saladin - La bataille du grec à la Renaissance (2004) - Les Belles-Lettres, Pariz. ISBN 2-251-38047-7
  • Volker Preß: Ulrich von Hutten. Ein deutscher Held oder gescheiterter Außenseiter?. Hessischer Rundfunk, Frankfurt/M. 1988
  • Günter Scholz (Hrsg.): Ulrich von Hutten (1448-1523). Glanzvoller Humanist, gescheiterter Reichsreformer. Stadtarchiv, Böblingen 1989 (Ausstellungskatalog)

Belles-Lettres

  • Kurt Eggers: Hutten. Roman eines Deutschen.Volkschaft-Verlag, Dortmund 1943
  • Kurt Eggers: Der junge Hutten. Weisse, Berlin 1938
  • Rudolf Gottschall: Ulrich von Hutten. Ein Drama. Theile Verlag, Königsberg 1843
  • Conrad Ferdinand Meyer: Huttens letzte Tage. Reclam, Stuttgart 1988, ISBN 3-15-006942-4
  • Gerd Salmen: Ulrich von Hutten. Ein dramatisches Gedicht. Thalia-Theater-Verlag, Brandenburg/Havel 1997
  • Franz Rueb : Der hinkende Schmiedgott Vilkan, Ulrich von Hutten 1488-1523. Ammann Verlag 1988, ISBN 3-250-10104-4

Troidigezhioù e galleg

  • Ulrich von Hutten, L'expostulation, ou plainte de Ulrich de Hutten contre Erasme de Rotterdam, prêtre et théologien, troet e galleg evit ar wech kentañ gant Alain van Dievoet, azalek niv. 99 (miz Meurzh 2001) ar gelaouenn velgiat "Anderlechtensia".
  • Epîtres des hommes obscurs (troet gant Jarl Priel diwar Epistolae obscurorum virorum), Pariz, à l'enseigne du Pot Cassé, 1933[2]

Liammoù diavaez kemmañ


Notennoù kemmañ

  1. Cf. Saladin, p. 183.
  2. Adembannet e 1997 gant Ressouvenances