Ultimate General zo un heuliad c'hoarioù video strategiezh diwar-benn Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Pal ar c'hoarioù a zo degas ur sell war kadoniezhoù brezel ar mare kement hag ar strategiezhoù milourel. Betek-henn ez eus daou c'hoari en heuliad: Ultimate General: Gettysburg hag Ultimate General: Civil War. An daou a zo bet sevenet gant Game-Labs (un embregerezh eus Ukraina) an tresoù 3-ment a zo bet savet gant Nick Thomadis, krouer an "DarthMod" (un heuliad modoù hag a zegas gwelladennoù evit an enebourien urzhiataer en heuliad c'hoarioù video Total War). Brudet eo an den evel unan eus gwellañ saverien modoù kumuniezh bed ar c'hoarioù Total War.

Ultimate General
c'hoari video
Tachennstrategy video game Kemmañ
Bro orinUkraina Kemmañ
Deiziad embann2014 Kemmañ
AmlederApp Store Kemmañ
Lec'h an istorStadoù-Unanet Kemmañ
SavennMicrosoft Windows, iOS Kemmañ
Operating systemiOS Kemmañ
Input devicetouchscreen Kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ