Unaniezh Maghrib Arab

Unaniezh Maghrib Arab (arabeg: اتحاد المغرب العربي; treuzlizherennadur arabek: Ittihad al-Maghrib al-Araby) — UMA ent-berr — a zo ur emglev etrearab da bal dezhañ unanidigezh ekonomikel ha politikel Afrika an norzh.

Unaniezh Maghrib Arab
intergovernmental organization
Deiziad krouiñ1989 Kemmañ
Yezh ofisielarabeg Kemmañ
Foundational textTreaty Establishing the Arab Maghreb Union Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://maghrebarabe.org/ Kemmañ
Official observer status in organisationInternational Organization for Migration Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Arab Maghreb Union Kemmañ
Stadoù izili eus UMA

E 1988 e oa bet dalc'het pennemgav kentañ ar Maghrib gant pemp riez: Aljeria, Libia, Maouritania, Maroko ha Tunizia, ha sinet e oa bet an emglev-se bloaz war-lerc'h. Ur post kadoriad, dalc'het tro-ha-tro gant ar pemp riez. Evit ar poent eo an Tunizian Habib Bin Yahia ar c'hadoriad. N'eus bet bro all ebet oc'h emezelañ abaoe.

An abeg pennañ a zegas bec'h da vont en-dro reizh an aozadur-mañ eo an disfiz maget gant Aljeria ha Maroko an eil e-keñver eben, dreist-holl abalamour da saviad ha da riegezh Sahara ar C'hornaoueg.

E Rabat emañ ar sez.

Liamm diavaez kemmañ