Marc'heien Baour ar C'hrist ha Templ Salomon (latin : Pauperes commilitones Christi Templique Solomonici), anavezet gwelloc'h dre an anvioù Urzh an Templ, Templourien, Paotred an Templ haMarc'heien an Templ, a oa un urzh kristen ha soudardel bet savet d'an 22 a viz Genver 1129 evit gwareziñ ha sikour ar birc'hirined a yae da Jeruzalem da vare Brezelioù ar Groaz.

Siell Marc'heien an Templ, gant skeudenn vrudet daou varc'heg war ur marc'h hepken, un arouez eus o faourentez. E latin eo ar skrid, Sigillum Militum Cristi De Templo "Siell Soudard ar C'hrist en Templ”, gant ur groaz da-heul.

Tost da zaou gantved e padas an Urzh a-raok bezañ divodet gant ar pab Klemañs V d’an 13 a viz Meurzh 1312.

Pledet o doa kalz izili Urzh an Templ gant an arc'hant hag un aozadur kreñv a oa bet savet ganto a-dreuz ar broioù kristen gant ur rouedad lec'hioù anvet komandirioù, hag a oa un egin reizhiad bankerezh ha lec'hioù kreñv koulz en Europa hag en Douar Santel.

Diwezh an Urzh kemmañ

Liammet-start e oa berzh-mat an Demplourien ouzh Brezelioù ar Groaz. Pa oa bet kollet an Douar Santel ec'h eas brud vat an urzh war zisteraat. Brudoù a redas war lidoù-degemer kuzh evit an izili nevez, ha roue Frañs, Fulup IV, a zlee arc'hant bras dezho, a gavas e dro hag a bouezas war ar pab Klemañs V evit ma vefe graet un dra bennak a-enep dezho. E 1307 e voe lakaet ar c'hrog war ur bern templourien e Rouantelezh Frañs, a voe boureviet a-benn diskuliañ traoù gaou ha barnet da vezañ devet ent-bev. E-pad bloavezhioù e talc'has start Fulup IV war ar pab evit ma tivodfe hemañ an Urzh, ar pezh a reas a-benn ar fin er bloaz 1312.

Er bloaz 2002 ez eus bet adkavet un diell orin a lavar e oa bet digabluzet e-kuzh renerien an Urzh gant ar Pab Klemañs V.

Mistri Veur kemmañ

# Ardamez Anv Amzer e karg
1.   Hugues de Payns 1118-1136
2.   Robert de Craon 1136-1147
3.   Everard des Barres 1147-1151
4.   Bernard de Tremelay 1151-1153
5.   André de Montbard 1153-1156
6.   Bertrand de Blanchefort 1156-1169
7.   Philippe de Milly 1169-1171
8.   Eudes de Saint-Amand 1171-1179
9.   Arnau de Torroja 1181-1184
10.   Gerard de Ridefort 1185-1189
11.   Robert de Sablé 1191-1193
12.   Gilbert Erill 1193-1200
# Ardamez Anv Amzer e karg
13.   Phillipe du Plessis 1201-1208
14.   Guillaume de Chartres 1209-1219
15.   Pedro de Montaigu 1218-1232
16.   Armand de Périgord 1232-1244
17.   Richard de Bures (Arvarus) 1244/5-1247[1]
18.   Guillaume de Sonnac 1247-1250
19.   Renaud de Vichiers 1250-1256
20.   Thomas Bérard 1256-1273
21.   Guillaume de Beaujeu 1273-1291
22.   Thibaud Gaudin 1291-1292
23.   Jacques de Molay 1292-1314

Notennoù kemmañ

  1. Lazhet pe brizonet e oa bet en Emgann La Forbie (er biz da C'haza, 17 – 18 a viz Here 1244) ; Richard de Bures zo bet e penn an Demplourien betek dilennidigezh Guillame de Sonnac. Ne ouzer ket diarva ha Mestr Meur eo bet pe get, dael zo war an dra-se ; gwelit aze.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.