V-J Day in Times Square

V-J Day in Times Square eo moarvat ar brudetañ luc'hskeudenn a zo bet graet gant Alfred Eisenstaedt, ma weler ur martolod stadunanat o pokat d'ur vaouez yaouank da zeiz an trec'h war Japan (V-J Day, gant Stadunaniz) e Times Square d'ar 14 a viz Eost 1945.

Kissing the War Goodbye, luc'hskeudenn gant Victor Jorgensen, evit an US Navy. War honnezh n'eus ket gwirioù.

Embannet e oa bet e Life magazine. Meur a anv all zo d'ar skeudenn: V-J day in Times Square, V-Day, etc[1].)

Abalamour d'ar gwirioù n'haller ket he diskouez amañ. Met ul luc'hskeudenn all a zo, anvet Kissing the War Goodbye, ma weler ar memes tud, tre d'ar memes mare, bet graet gant ur c'hazetenner all, Victor Jorgensen, evit an US Navy. Ha honnezh, ha n'eus ket gwirioù warni, a voe embannet en New York Times.

E 1980 e klaskas Life gouzout piv e oa ar martolod hag ar glañvdiourez. 11 gwaz ha 3 maouez a lavaras bezañ ar re a oa bet poltredet.

Peogwir e oa Eisenstaedt o luc'hskeudenniñ tud o fiñval buan en deiz-se n'en doa ket gallet goulenn anvioù an dud. Ouzhpenn-se ne ziskouez ket mat dremmoù an daou zen yaouank ha se zo kaoz ez eus bet meur a hini o deus lavaret bezañ ar re zo bet poltredet gantañ.

Kounaat kemmañ

Abaoe 2005 e vez kounaet an darvoud gant ur bokadeg e Times Square.

Luc'hskeudenn kemmañ

En 2005 e voe savet un delwenn gant John Seward Johnson II, anvet Unconditional Surrender, diwar al luc'hskeudenn brudet, war ziskouez e San Diego e Sarasota.

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. V-J day in Times Square: The Photo Book (London: Phaidon, 2000; ISBN 0-7148-3937-X), p.134. V–Day: Twentieth Century Photography: Museum Ludwig Cologne (Köln: Taschen, 2005; ISBN 3-8228-4083-1), pp. 148–9.