Ar Vareged, pe Rus, eo an anv roet d'ar Vikinged a guitaas Lec'hlenn da vont war-du ar reter. Ar re-se, Daned, met Svediz dreist-holl, a veve eus gwerzhañ, preizhañ, brezeliñ evel goprsoudarded. Mont a raent a-hed stêrioù ur vro hag a voe anvet Rusia diwezhatoc'h, ha tizhout Mor Kaspia ha Konstantinopolis. Int-i eo a savas diazezoù ar stad rus.