Vassily Kandinsky

livour galleg

Vasiliy Vasilyevich Kandinskiy (ruseg : Василий Васильевич Кандинский) oa ul livour rusian hag un damkanour arzoù, bet ganet e Moskov d'ar 4 a viz Kerzu 1866[1] ha marvet e Neuilly-sur-Seine d'an 13 a viz Kerzu 1944.

Vasiliy V. Kandinskiy c. 1913

Buhez kemmañ

Mab d'ur marc’hadour siberian e oa. Pa oa yaouank-tre e komze alamaneg ouzh penn d'ar ruseg. Studiañ a reas ar gwir e skol-veur Moskov. Ur wech echuet gant e studi ez eas da Alamagn evit studiañ al livouriezh.
E 1896, ez eas da Vünchen evit studiañ er skol Aschbe. Eno e chomas betek 1898 kent mont da studiañ en akademiezh an Arzoù-Kaer (1900). Betek 1914 e livas Kandinsky damskeudennoù bihan ha fromus war ar prim, skeudennus-tre ha kinklus gant o livioù. Livañ a reas ivez oberennoù awenet gant danevelloù divinerezh ha sujedoù marc’hegerezh an Arz nevez. E-pad ar bloavezhioù 1910 e veajas kalz hag e tistroas da Voskov. Tra m'edo o labourat e Murnau e-kichen München, eus 1908 betek 1910, e tizoloas Kandinsky ur meizadur nevez eus an egor hag eus al livioù. Krouiñ a reas neuze un doare nevez, frammet gant e livioù diwar ar framm, an taol-prim hag ar c’henaoz. E 1911 e kasas da benn e oberenn zifetis kentañ, embann a reas ul levr anvet Du spirituel dans l’art ha digeriñ a reas kevredigezh Der blau Reiter (Ar marc'heger glas) gant F. Marc. Distreiñ a reas da Voskov adarre e-kerzh ar Brezel-bed kentañ. Eno e labouras evel kelenner. E 1921 e tistroas da Alamagn evit labourat er Bauhaus. War-lerc’h ar c’hloazadur gant an nazied en em stalias e Pariz betek fin e vuhez.

Oberennoù pennañ kemmañ

 
Jaune, rouge, bleu (1925)

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • Sans Titre (kentañ dourliverezh difetis, 1910, Pariz, mirdi broadel an Arz modern)
  • L’Almanach du Cavalier Bleu (1911)
  • Lyrique (1911, Rotterdam, mirdi Boymans-Van Beuningen)
  • Improvisation 19 (1911, München, Stadtische Galerie)
  • Tableau à l’arc noir (1912, Pariz, mirdi broadel an Arz modern)
  • Moscou I (1916, Moskov, Galiri Tretiakov)
  • Composition VIII (1923, New York, Guggenheim Museum)
  • Jaune, rouge, bleu (1925, Pariz, mirdi broadel an Arz modern)
  • Quelques Cercles (1926, New York, Guggenheim Museum)
  • Ensemble multicolore (1938, Pariz, mirdi broadel an Arz modern)
  • Bleu ciel (1940, Pariz, mirdi broadel an Arz modern)

Notennoù kemmañ