Velsen (distagañ :[1]) a zo ur gumun e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. A bep tu eus Kanol Mor an Hanternoz emañ. 63,03 km² eo gorread Velsen (douar : 44,71 km², dour : 18,32 km²). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 67 567 annezad enni. Ar c'hêrioù, kêriadennoù ha distrigoù da-heul a ya d'ober kumun Velsen :

Velserbroek hag IJmuiden
Lec'hiadur Velsen
Banniel Velsen
Ardamez Velsen
Krugell an oadoù (01/01/2008

En IJmuiden ez eus ul labouradeg dir bras anvet Corus Strip Products IJmuiden, ha bet anvet Koninklijke Hoogovens. En IJmuiden emañ ivez sez Koninklijke Nederlandse Redding Maatschappij.

Meilh De Zandhaas e Santpoort

Div draezhenn a zo : Kennemerstrand (tu su ar ganol) ha Bloemendaal aan Zee en norzh. Etrezeo ez eus un draezhenn ma c'hall an dud rouzañ en o noazh.

Transportoù kemmañ

  • Un hent-houarn (riboul) etre ti-gar Driehuis ha hini Beverwijk.
  • Hentoù dindan douar, eus ar reter d'ar c'hornôg:
    • Wijker Tunnel
    • Velser Tunnel
  • ur vag-treizh [2].
  • Tiez-gar: Driehuis, Santpoort Noord ha Santpoort Zuid

An hent-houarn etre IJmuiden hag Amsterdam a voe serret e 1999.

Kuzul-kêr kemmañ

 
Velsen e 1867

E kuzul-kêr Velsen ez eus 33 dileuriad :

  • Velsen Lokaal - 3 dileuriad
  • Lijst Gerard Vosse - 3 dileuriad
  • SP - 4 dileuriad
  • CDA - 4 dileuriad
  • PvdA - 8 dileuriad
  • VVD - 5 dileuriad
  • GroenLinks - 2 zileuriad
  • ChristenUnie - 2 zileuriad
  • D66 - 2 zileuriad

Istor kemmañ

Dismantroù un diazezlec'h bagoù roman a zo e Velsen. Soñjal a reer e oa anvet Flevum al lec'h-se, a gaver roud anezhañ gant an anv Phleum, en oberenn Ptolemaios (2.10).

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.