Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb amergativel evit komz eus ur verb amdranzitivel gantañ da c'hraer yezhadurel ar rener.

Kevatel eo rener yezhadurel ar verb amdranzitivel ha graer yezhadurel ar verb tranzitivel en degouezh-mañ, d.l.e. steudet eo arc'hwel ar rener ("S") gant arc'hwel ar graer ("A"), da skouer.

"debriñ a ran" ("me" = S)
"debriñ ar bara a ran" ("me" = A)

Lakaet e vez an diforc'h etre verboù amergativel diouzh un tu ha verboù amakuzativel diouzh an tu all, da skouer:

  • Verboù amergativel:
"redek", "komz"
  • Verboù amakuzativel:
"kouezhañ", "mervel"

Disheñvel e c'hell bezañ mont-en-dro morfologel ha kevreadurezhel ar verboù amergativel diouzh hini verboù amdranzitivel all. Da skouer e meur a yezh romanek e vez implijet bep ur verb skoazell disheñvel.

Estreget an diforc'h semantikel eo disheñvel mont-en-dro ar verboù amergativel diouzh ar verboù amakuzativel rak lakaet e c'hellont bezañ en tu-gouzañv e yezhoù 'zo, da skouer en izelvroeg:

Er wordt door Jan getelefoneerd.
"*Bez' eus ez bellgomzet gant Yann" ("Emañ Yannoc'h ober ur bellgomzadenn")

References kemmañ

Gwelit ivez: kemmañ