Vesterålen (Viestterálas e samieg an norzh) zo un enezeg eus arvor Norvegia hag un distrig e kontelezh Nordland, en norzh da Lofoten.

Pelec'h emañ enezeg Vesterålen

Setu amañ an inizi pennañ : Langøya, Andøya, Hadseløya hag al lodenn reter eus Hinnøya, an enezenn vrasañ. Inizi bihan all zo ivez.

Annezet eo enezeg Vesterålen gant 30 059 a dud (1añ a viz Gouere 2009). Sortland eo ar gêr vrasañ. Gant ur vag-treizh e c’haller mont eus Lofoten da Vesterålen. Stag eo an enezeg ouzh an douar-bras ha stag eo inizi an enezeg kenetrezo ivez war-bouez pontoù.

Kêriadenn Bleik en enezenn Andøya