Vi veri universum vivus vici

Vi veri universum vivus vici (pe vi veri veniversum vivus vici) zo ur bomm latin hag a dalv da lavarout « dre c'halloud ar wirionez em eus, em bev, trec'het an hollved ».

Aleister Crowley e 1919

Lakaet e vez ar frazenn war gont ar barzh alaman Goethe (1749-1832), e-barzh Faust, pe war hini ar skrivagner saoz Christopher Marlowe (1564-1593) e-barzh Doctor Faustus . N'eus roud ebet eus ar bomm latin-se en div oberenn koulskoulde[1].

El levr The Vision of the Voice gant an igromañser Aleister Crowley (18751947) emañ ar frazenn e gwirionez[2].

Levlennadur kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Gwelit Goethe, Faust, 1808 ha 1831 ; Marlowe, Doctor Faustus.
  2. (en) The Vision and the Voice