Vincent Riou a zo ur merdeer breizhat ganet an 9 a viz genver 1972 e Pont-'n-Abad.

Vincent Riou e 2006

Ur redadeger eo, hogen, prientet en deus bet bagoù (prientet en deus bag Michel Desjoyeaux evit ar Vendée Globe 2000). Kampion Bro C'hall Match Racing (1994) ez eo bet ha div wech kampion Bro C'hall First Class 8 (1997 ha 1998). Meur a wech en deus kemeret perzh e redadeg digenvez ar Figaro, ' lec'h ma echu 4re e 2002.

Kemer a ra perzh er Vendée Globe 2004/2005, ha gounid a ra war PRB, ar vag a voe trec'h ar Vendée Globe a-raok, sturiet gant Michel Desjoyeaux. Echuiñ a ra e dro bedel e 87 devezh, 10 eur, 47 munutenn , 6 devezh gwelloc'h eget Michel Desjoyeaux, dirak Jean Le Cam, erruet 7 eur war e-lec'h goude 41 000 km redadeg.

Loreadeg kemmañ

  • 2007
    • Rediet eo chom a sav gant ar redadeg Barcelona World Race goude ma dorfe penn uhelañ e wern. O redadegiñ e oa a-gevred gant Sebastien Josse.
    • 1 er Rolex Fastnet race.
    • 1 ar c'h/Calais Round Britain Race e 9 devezh ha 7 eurvezh
    • 1 d'ar redadeg diavaez Petit Navire
    • 4re er Spi Ouest france war Open 7.50
  • 2005
    • 11vet war tro Breizh war vag dre lien e Figaro gant Jeremie Beyou e bourzh Deltadore.
    • Henter Banque Populaire (trec'h)ha Roxy war an Transat Jacques Vabre.
    • Moraer ar bloavezh gant an FFV.
  • 2003 (Skipper PRB)
    • Trec'h er Calais Round Britain Race (a skipailh)
    • 2vet eus ar Rolex Fastnet Race (a skipailh)
    • 4re an Transat Jacques Vabre gant Jeremie Beyou
    • 2vet eus Defi Atlantique, treuzatlantel digenvez Salvador de Bahia - La Rochelle.
    • Merdead war an tric'hourch Géant
    • 2vet e Grand Prix An Oriant,
    • 4re eus Challenge Mondial Assistance
    • 3(de) e Grand Prix de Fekamp


  • 1999
    • 1 d'an Obelix Trophy war Figaro
    • 10vet ha 1 Bizuth er Solo Porquerolles
    • 6vet da Tri Ar Mor
    • Kampion Bro C'hall Figaro a skipailh
  • 1998
    • 15vet e redadeg digenvez ar Figaro
    • 2vet war ar rouedad european Bénéteau 25
    • 4re kampionad Bro C'hall Figaro a skipailh
    • kampion Bro C'hall First Class 8
  • 1997
    • 12vet Kampionad Bro C'hall Figaro Solo
    • Kampion Bro C'hall First Class 8
  • 1996
    • 3(de) Spi Ouest France
    • 1 tro Penn ar Bed
    • 1 Solo an Télégramme
    • 1 er mini Fastnet
    • Kampion Bro C'hall First Class 8
  • 1995
    • 3(de) er redadeg vroadel Figaro
  • 1994
    • 2vet tro Bro C'hall war vag er rummad amatour
    • 1 e kampionad Bro C'hall Match Racing

Liammoù diavaez kemmañ