Vitus Jonassen Bering (pe Behring) a oa bet ganet e 1681 e Horsens e Danmark ha mervel a reas d’an 19 a viz Kerzu 1741 war enez Bering. Ur moraer hag un ergerzher danat e oa, e servij Rusia.

Vitus Bering

Kabiten e oa Bering e morlu an impalaer rusian Pêr ar Bras. Kemer a reas perzh e brezelioù Rusia a-enep Sveden hag a-enep Turkia. E 1725 e voe karget gant Pêr ar Bras da ergerzhet aodoù reter Siberia. Loc’hañ a reas diouzh Okhotsk, evit mont betek ledenez Kamchatka ha sevel ul lestr eno, ar Sviatoi Gavriil (Sant Gabriel). E 1728 e verdeas war-zu an norzh, da gartennaouiñ aodoù Siberia, ha kavout a reas an Inizi Diomida, e-kreiz ar strizh-mor a zisparti Azia diouzh Norzhamerika. E 1735 e voe karget da ergerzhet an tolead-se adarre. Lakaat a reas sevel daou lestr en Okhotsk, ar Sviatoi Piotr (Sant-Pêr) hag ar Sviatoi Pavel (Sant-Paol). D’ar 4 a viz Mezheven 1741 e reas hent war-zu an hanternoz, evit kartennaouiñ aodoù Siberia ha re Norzhamerika ar wech-mañ. Dispartiet e voe an daou lestr gant ar gwallamzer, met en em gavout a reas pep hini war aodoù inizi en Alaska. Gant Bering e voe hedet aod gwalarn Amerika betek 69° ledred hanternoz. Prouiñ a reas evel-se ne oa ket stag Amerika ha Siberia. War e hent distro e voe kavet gantañ Inizi an Aleouted. Skuizh ha klañv e rankas chom a-sav war un enezenn didud, unan eus Inizi ar C'homandour (Komandorskiye Ostrova). Eno e varvas gant kleñved ar skorbut d’an 19 a viz Kerzu 1741. Dont a reas a-benn lod eus e dud da zistreiñ, daoust ma voe graet peñse gant al lestr, ar Sviatoi Piotr.

Talvoudegezh e ergerzhadegoù n’int ket bet komprenet diouzhtu. Met addiskouez a reas James Cook un nebeud bloavezhioù diwezhatoc’h e oa ar wirionez gant Vitus Bering. En enor dezhañ eo bet anvet Strizh-mor Bering, Mor Bering hag Enez Bering (Ostrov Behringa), an enezenn ma varvas.