Ar Volked, Volcae (/ˈwɔlkaj/) e latin, a oa ur bobl kelt — pe gentoc'h ur c'hevredad pobloù — en Europa an IIIvet kantved kent JK.

Troioù ar Volked en Europa

Menegoù kemmañ

Kentañ meneg anezhe a oa e 69 kent JK gant Cicero en e brezegenn Pro Fonteio war un dro gant an Allobroged[1]. Titus Livius ivez a reas meneg anezho en e Ab urbe condita, ma lavar e tegouezhas Hannibal gante en daou du d'ar Ron, e Galia, e 218 kent JK[2].

Volcae Arecomisci kemmañ

Ar Volcae Arecomisci a oa o chom e tolead Nemasus, hag an Hérault eo a servije da vevenn etre int hag ar Volcae Tectosagii.

Volcae Tectosagii kemmañ

Ar Volcae Tectosagii a oa ur skourr eus ar Volcae a dremenas dre Vakedonia da vont da Azia Vihanañ war-dro 270 kent JK. Trec'h e voent war ar C'hresianed en Emgann an Termopliloù e 279 kent JK.

Hervez Strabon e teue ar Volcae Tectosagii eus an tolead m'emañ Toloza, en Okitania.

Hervez Julius Caesar, diwar Eratosthenes, edo ar Volcae Tectosagii o chom er goadeg herkinian, ha dont a raent eus Gallia Narbonensis. Hiriv e kreder e teuent eus kreisteiz Germania, hag eno eo en em gavjont gant ar C'hermaned[3]. Diwar an eskemmoù etre Germaned ha Volked e teufe ar ger germanek Walh, diwar anv ar Volked, roet d'an dud a gomze ur yezh keltiek, ha diwezhatoc'h, ur yezh romanek.

Pennadoù kar kemmañ

Levrlennadur kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. (la) « […] vos Volcarum atque Allobrogum testimoniis non credere timetis? », Cicero, Pro Fonteio, 26
  2. (la) « Hannibal ceteris metu aut pretio pacatis iam in Volcarum peruenerat agrum, gentis ualidae. Colunt autem circa utramque ripam Rhodani » Titus Livius, Ab Urbe Condita, XXI, 26.
  3. (de) Eduard Norden, Die germanische Urgeschichte in Tacitus Germania, B. G. Teubner, Leipzig, 1922, pp. 359