Waneta Ethel Hoyt (13 a viz Mae 1946 e Richford13 a viz Eost 1998 e New York)[1]) a oa ul lazherez a steudad stadunanat.

Waneta Hoyt
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv-bihanWaneta Kemmañ
Anv-familhHoyt Kemmañ
Deiziad ganedigezh13 Mae 1946 Kemmañ
Lec'h ganedigezhRichford Kemmañ
Deiziad ar marv13 Eos 1998 Kemmañ
Lec'h ar marvNew York, Bedford Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvkrign-bev ar pankreas Kemmañ
Kondaonet evitmuntr Kemmañ
Micherlazher a steudad Kemmañ

Dilezel a reas ar skol pa oa 15 vloaz ha d'an 11 a viz Genver 1964 e timezas gant Tim Hoyt. O mab, Eric (ganet d'ar 17 a viz Here 1964) a varvas d'ar 26 a viz Genver 1965. Holl vugale all ar c'houblad : James (31 a viz Mae 196626 a viz Gwengolo 1968), Julie (19 a viz Gouere5 a viz Gwengolo 1968), Molly (18 a viz Meurzh5 a viz Even 1970), ha Noah (9 a viz Mae28 a viz Gouere 1971) a varvas a-raok bezañ 28 miz. Soñjal a rae d'ar vezeien e oant marvet abalamour da sindrom marv trumm ar babiged hag an daou vugel diwezhañ a voe studiet gant ur skipailh kaset gant Alfred Steinschneider. E 1994 ec'h anzavas Hoyt he doa mouget anezho. D'an 11 a viz Gwengolo 1996 e voe kondaonet da 75 vloaz toull-bac'h. Mervel a reas e toull-bac'h Bedford Hills Correctional Facility for Women e New York.

Notenn kemmañ


Liammoù diavaez kemmañ