Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Warcraft a vez graet eus ur bed faltaziek mil brudet ijinet gant Blizzard Entertainment da sevel endro lod eus e c'hoarioù anavezetañ. Da skouer : diwar ar bed-se ez eo bet diazezet c'hoarioù strategiezh evel Warcraft I, II, III, pe Frozen Throne, hag un MMORPG (Massively Multiplayer Online Role-Playing Game): World of Warcraft (WoW), a zo tro 10 milion a c'hoarier disheñvel ha reoliek ennañ e-unan.

Warcraft
heuliad c'hoarioù video
TitlWarcraft Kemmañ
Tachennreal-time strategy, MMORPG, collectible card game Kemmañ
Ti-embannBlizzard Entertainment Kemmañ
Levezonet gantDune, Populous, Warhammer Kemmañ
Hollved faltaziekWarcraft universe Kemmañ
DiorroerBlizzard Entertainment Kemmañ
Media franchiseWarcraft Kemmañ
Endro e-lec'h e tispakfictional planet Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://warcraft.com Kemmañ

Warcraft e deus graet tro ar bed gant e dro-spered faltaziek spisverkus ("tost cartoonbannoù-treseet - a lavaro tud zo) e-lec'h ma vez kavet daou strollad gouennoù enebet an eil ouzh egile en ur brezel mojennel.
Krog a ra an istor en ur bed klasel a-walc'h e keñver faltazi etre orked ha tud, met a-feur ma c'hoarvez darvoudoù liesseurt ez eo bet lakaet war wel un istor luziet-kenañ hag a c'heller keñveriañ gant ar bed a anavezomp hiziv gant e gudennoù geopolitikel hag all.
N'eo ket paouezet ar bed-se da fiñval diwar mennozhioù Blizzard, pell a-se... hag ar c'hoarierien da gemer perzh ennañ. Ken pinvidik eo deuet ar bed-se da vezañ ma'z eo bet embannet meur a levr a gontañ mareoù istorel kreñv Warcarft.
Ur film zoken zo war-bouez bezañ war hor skrammoù.