Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Warhammer 40,000, a-wechoù berraet da « Warhammer 40K » pe « WH40K » a zo ur bed skiant-faltazi, embannet splann e-giz disherit ha feuls. Krouet gant Games Workshop e 1987. Hiziv an deiz, ar bed faltazi bet krouet da gentañ evit ar c'hoari plateiz Warhammer 40,000,a zo aet kalz pelloc'h eget-se, hag en em ledet en deus war kalz a dachennoù all, dreist-holl hini al levrioù hag ar c'hoarioù-urzhiataer.

Games Workshop kemmañ

Games Workshop a zo un embregerezh saoz hag a zo arbennikaet war an tudennigoù. Ijinet o deus meur a c'hoari-plateiz evel Blood bowl, Warhammer 40k, Warhammer Battle, Le Seigneur des Anneaux, BattleFleet Gothic ha kalz re all. Krouet oa bet an embregerzh-se e 1987.

Dudi ar Warhammer 40000 kemmañ

Warhammer 40000, a vez lesanvet ivez Warhammer 40k ha berraet WH40k a-wechoù, a zo un dudi meur a du dezhañ: c'hoari, sevel, livañ. Ur c'hoari hir da brientiñ eo rak ret eo liammañ lodennoù ar soudardigoù gant peg kreñv pe peg evit ar plastik ha livañ anezho gant livaj a-ratozh a c'hell goloiñ ar plastik hag ar metal, an daou zanvez implijet gant Games-Workshop d'ober e soudarded hag e garbedoù. Amzer hag aked a zo ezhomm da livañ ar boulommigoù en abeg d'o ment, hag un hir a vare a dremen lod zo o sevel o arme hepken, hep c'hoari. Kenstrivadegoù livañ a vez aozet, ha plijadur a zo gant lod c'hoarierein oc'h ijinañ istorioù puilh evit o armeadoù. Kinkladurioù evit an daolenn ma vez c'hoariet warni a vez savet gant ar c'hoarierien ivez (savadurioù, dismantroù, hag all).

Ar c'hoari kemmañ

C'hoariet e vez war un daol kinklet, gant soudardigoù ha diñsoù. Pep c'hoarier a c'hoari d'e dro hag a c'hell ober un niver bihan a draoù gant pep soudard (strobet a skouadronoù peurliesañ). Meur a vare a zo e pep tro, fiñval, tennañ, tagañ a dost, hudouriezh. Ouzhpenn d'an tu strategel eo ret kaout chañs gant an diñsoù a-benn gounez.

Niver a boentoù evit ober un arme kemmañ

Pep soudardig pe karbed a dalvez un niver a boentoù resis hervez ho galloud er reizh-c'hoari. Emañ darn vrasañ ar soudarded war-droad etre 5 hag 50 poent, ar re war loened pe war mekanikou bihan evel marc'hoù-tan etre 25 hag 100 poent hag gellout a ra ar c'harbedoù bras tizhout 250 poent. Gellout a reer ouzhpennañ arventennoù d'an disterañ unanenn peurliesañ, evit ur priz e poentoù. Seurt doare a servij da lakaat armeadoù disheñvel met kevatal ez-teorikel an eil re a-enep ar re all. Evit un emgann a vent normal e vez aliet kaout etre 1500 ha 2000 poent peurvuiañ evit pep c'hoarier. War lerc'h emañ ar pezh a vez graet kefredioù spierezh anezho war dro 500-750 poent e pep kamp, hag evit echuiñ emañ ar c'hefredioù diskuliadur hag a zo adalek 3000 poent betek 10000 pe c'hoazh 20000 poent, ar pezh hag a ra un arme bras-tre war un dachenn ! Gellout a ra ar c'hoarierien ijinañ reolennoù mar fell dezho, ha skoret int da se gant Games-Workshop o-unan.

Ment an taolioù hag an danvezioù kemmañ

Un daol e lec'h ma vez c'hoariet troiadoù eus 500 betek 3000 poent a ra 1 m 80 diwar 1 m 40 dre vras met tu a zo da vont betek 10 m diwar 7 m gant touriou a bep tu d'an dachenn evit ar c'hefredioù diskuliadur da skouer. An holl daolioù prenet digant Games Workshop a ra 1 m 80 diwar 1 m 40. Graet int e plastik kalet a zo ret livañ da c'houde hag lakaat traezh hag geot warno. Ijinet ez eus bet kalz kinkladurioù ganto evel gwez, mogerioù, geot, plant bras, savadurioù hag all.

Ar bed kemmañ

Ur bed pinvidik-kenañ a zo bet savet gant Games-Workshop e doug ar bloavezhioù, dre al levrioù-reolennoù, romantoù, bannoù treset, tresadennoù, hag all. Degadoù a dud o deus kemeret perzh er bed-se, ha kenderc'hel a reont d'e vrasaat tamm ha tamm, daoust d'ar rizenn amzer bezañ harzet er bloavezh 40999.

Ar Warp hag ar bsykerien kemmañ

Ur bed skiant-faltazi eo Warhammer 40k, hag ennañ ez eus eus ur bed kenstur d'ar gwirvoud, anvet ar Warp pe an Immaterium (enebet diouzh ar materium, hor gwirvoud deomp-ni). Eno emañ doueed an hollved ijinet gant Games-Workshop, ha drezañ e vez beajet buanoc'h eget ar gouloù. An bed-kenstur-se eo a ro o galloud d'an doare hudourien anveet psyker a vez kavet e darn vrasañ ar gouennoù. Dañjerus eo beajiñ dre ar warp en abeg m'eo poblet gant diaoulet ha boudoù ankivil. Gellout a reer beajiñ buanoc'h eget ar gouloù ennañ dre ma vez disheñvel red an amzer er Warp hag en diavaez, hep na c'hellfer e raktresiñ. Lod aet ennañ e-pad un devezh a c'hell dont er maez anezhañ 100 vloaz diwezhatoc'h, pe a-raok bezañ aet-kuit zoken. Psykerien a-ratozh a vez implijet da verdeiñ al listri a-dreuz an Immaterium. Hep ar Warp e vefe hir-tre ar beajoù, ha pa vez korventennoù-warp en ul lec'h e c'ehllont troc'hañ planedennoù pe koskoriadoù a-bezh diouzh peurrest ar stergoumoulenn.

Ar Rouestl kemmañ

Er Warp emañ galloudoù ar Rouestl, ar pal ganto distruj ar gwirvoud. Galloudoù bras-eston a zo ganto hogen diaes eo dezho tremen eus ar Warp d'ar gwirvoud. Dre ar Rouestl e vez tapet galloud gant lod zo, hag un dañjer eo evit kement psyker. Pevar Doue bras a zo d'ar rouestl, hag ur bern diaouled a bep-seurt. Ur galloud lovrus eo evit kement hini a dosta dioutañ.

Impalaeriezh Mab-Den kemmañ

Ar brasañ Impalaeriezh bet biskoazh en hor stergoumoulenn eo Impalaeriezh Mab-Den (lesanvet an Imperium), savet dre aloubadegoù diwar an Douar, advadeziet Terra. Ur milion a vedoù a vefe ennañ d'an nebeutañ, strewet a-dreuz Hent Sant-Jakez, holl urzhiet gant an hevelep galloudoù. Ur gevredigezh strizh-tre, brezelgar, relijiel, gouennelour ha faskour eo hini an Imperium. Krouet e oa bet er bloavezhioù 30000 gant an Impalaer, ur boud dreistdenel troet da zoue evit an Impalaeriezh, lesanvet Impalaer-Doue Mab-Den, ha barc'het war e Dron-Aour abaoe ma oa bet gloazet-mik goude ur brezel-diabarzh er bloavezhioù 30000, un nebeud kantvedoù goude krouidigezh an Impalaeriezh. Savet eo an Imperium war batrom an Impalaeriezh Roman, ha kalz anvioù latin pe beuzlatin a vez implijet gant Games-Workshop.

An Doueed kemmañ

E bed Warhammer 40000 ez eus eus doueed emskiant, o vevañ er Warp peurvuiañ, a zo galloudus dre an niver a dud a gred enno hag o azeul ha dre ar santadoù kreñvañ (c'hoant, kaz, spi, hag all) bevet gant boudoù an hollved. Ar pevar doue galloudusañ a zo re ar Rouestl, Khorne, doue ar feulster, ar marv, an enor hag ar brezel; Nurgle, doue ar c'hleñvedoù, an diesper, ar spi; Tzeentch, doue an hudouriezh, an itrikañ; ha Slaanesh, hini ar rev, ar blijadur, ar c'hoantoù. Deuet eo an Impalaer da vezañ un Doue ivez, dre ma vez azeulet e Impalaeriezh Mab-Den a-bezh.

Ar gouennoù hag ar c'havailhadoù kemmañ

Ar Space Marined (Adeptus Astartes) kemmañ

Ar Space Marines a zo dreistkadourien an Impalaeriezh, dreist-tud krouet dre gemmoù genetikel gant an Impaler en orin. Dibabet e vez bugale yaouank da zont da vezañ Space Marined evit o donezonoù-brezel peurvuiañ, ha gourdonet betek bezañ prest da resevout ar c'hemmoù genetikel hag organoù ouzhpenn da wellaat o ferzhioù-brezel. En orin e oa 20 lejion a 10000 Space Marine, hogen goude ar brezel-diabarzh e troas an hanter a-enep an Impalaer. Er bloavezhioù 40000 e vezont rannet dre Chabistroù 1000 space marine hepken kuit da reiñ re a c'halloud d'ar re a zo en o fenn. Savet int diwar batrom menec'h-brezelour, ha taolennet eo o buhez evel unan strizh etre gourdoniñ, pediñ hag en em ganañ. Un houarnwisk divent a zo ganto er brezel, hag en em gannañ a reont gant klezeioù ha bouc'hilli koulz ha gant pistolenoù hag armoù skiant-faltazi evel pistolennoù ha fuzuilhoù plasma. Kavailh brudetañ Warhammer 40000 int, ha diouto e vez gwerzet ar muiañ a voulommigoù gant Games-Workshop.

Gwarded an Impalaeriezh kemmañ

Gward an Impalaeriezh a zo aozadur milourel pennañ an Imperium, gant m'emañ o gwarez treuzvev ar spesad den. Boda a ra kantadou a miliard dud, eus milionoù a blanedenn disheñvel. Bez he deus tankoù pouner, kanollioù galloudus, mekanikoù brezel brasoc'h eget tier, mes en diazez a ra dreist-holl war he soudardet, gwir pourvez kig da zraliañ.

Bezet ar Gward war tost holl planedennoù an Imperium, hag war un nebeud-re n'eo kat dezhañ.

Kas a ra da benn gwir kroaziadegoù, kemennet gant tud a afer, eus an iliz pe pennoù an arme a-benn dieubiñ koskoriadoù heol. Evit-se e vod kantadoù a villiadoù soudarded a orin eus degadoù planedennoù disheñvel, mes ne lak morse tud a orinoù disheñvel er memes bagad(estreget un nebeud re evit adstummadurioù, mes ne vez ket gwelet se 'met el levrioù embannet diwar benn ar warded). A-benn derc'hel an urzh e-touez ar warded ez eo bet lakaet e plas buan ur renk distag eus an arme, mes gant galloudoù, ar gomiserien. Ar re mañ a vez kavet bremmañ e tost holl vagadoù ar gward.

Ar Gward a zo brudet evit he zankoù hag he c'hanolioù. Ezhomm zo eus dek Basilisks hepken (kanolioù pounner) da zistruj ur geriadenn a vent etre en un nebeud eurvezhiou. Al Leman Russ a zo tankou galloudus ha liestalvoudegezh dezho, akipet gant armoù da dennañ a-bell. Un eilstumm eus an tank-mañ, anvet Distrujer (akipet gant ur c'hanol distrujer hag ul laonenn tourter) a denn a dostoc'h mes gant ur galloud distruj liessaet a galz e-geñver an hini boaz. Lestr bagad ar gward eo ar "Chimère", gellout a ra kemer 12 gward ganti. Un eilstumm, an Hellhound, na gemer ket soudardet mes kibennou prométhium hag a garg ul leder tan pounner. Ar gerzer impalaerel (daoudroad brezel) a zo ar "Sentinelle", servijout a ra da anavout an dachenn a-drugarez d'e dizh, mes e houarnaj gwan a zifenn outañ mont a enep tankou. Un eilstumm, houarnet hounnezh, a zo akipet eus un otokanol, hag e c'hell neuze bezañ dañjerus evit an tankou. Holl an traou mañ a zo produet e kreizennou an Adeptus Mechanicus war ar blanedenn Meurzh, hag war un nebeud planedennoù govel all, hag a zo goloet penn-da-benn gant kreizennou an industriezh..

Space Marined ar Rouestl kemmañ

Breudeur Space Marined an Impalaeriezh int, troet da c'halloudoù ar Rouestl e-kerzh ar brezel diabarzh (pe diwezhatoc'h, dre lovr ar Rouestl). Kar-tre int da re an Impalaeriezh, estreget o galloudoù tapet digant Doueed ar Raouestl er Warp. Diskar Impalaeriezh Mab-den eo o fal, ha kasoni o deus evit an Impalaer, a lesanvont an Doue-Kelan abalamour ma'z eo hogos marv war e Dron-Aour, ha dalc'het bev dre mekanikerezh an Tron hepken. 13 kroaziadeg o deus graet a-benn klask distruj an Imperium, en aner betek-hen.

Diaouled ar Rouestl kemmañ

Gant pep hini eus doueed ar Rouestl ez eus euzhviled ha diaouled a c'hellont kas da dagañ ar gwirvoud. Lod anezho a vez o sikour Space Marined ar Rouestl, hogen o-unan e ya ar re c'halloudusañ anezho. Peurliesañ ne vez ket diaouled meur a zoue oc'h en em gannañ a-gevred, hag enebet-krenn eo lod doueed zoken.

an Impalaeriezh Tau kemmañ

An impalaeriezh-mañ a zo hini ur ouenn yaouank-tre tro-dro 2000 vloaz met lañs gant o teknologiezh war hini Impalaeriezh Mab-Den e tachennoù-zo. Ur c'hroc'hen glas-sklaer o deus hag bihan a-walc'h int tro-dro 1 m 60 evit ar re vrasañ. E lec'h an treid o deus karnioù bras a-walc'h. Bevañ a reont war-dro 50 vloaz. Ur brezel bras a oa etrezo met unvanet e voent gant un Etheread, unan eus pennoù o luskad politikel bremañ. Rannet eo o c'hevredigezh e kastaoù strizh (kastad an Douar, an Aer, an Tan, an Dour), ha degemer a reont en o Impalaeriezh forzh pe gouenn (er c'hontrol da hini Mab-Den), keit ha ma vezont prest da blegañ ouzh reolenn ar 'Mad Brasañ', o ideologiezh. Unan eus ar gouennoù di-bsyker nemeto int, ha dre-se n'hellont ket tennañ spled eus ar Warp.

An Eldared kemmañ

Unan eus ar c'hoshañ pobladoù eo, ha diouto e oa miliadoù a vloavezhioù a-raok Mab-Den. Un Impalaeriezh o doa bet ledet war ar stergoumoulenn a-bezh, hogen d'an traoñ ez eas goude ma vefe troet o c'hevredigezh da azeulerien ar plijadurioù ha ma voe ganet ganto pevare doue ar Rouestl, Slaanesh, a zebras o ene. An nebeud a oa chomet hep reiñ penn d'an hudurnezh a oa aet kuit e-bourzh listri divent, anveet listri-bed. Ur soñj dister o deus eus ar gouennoù all dre ma vevont kalz pelloc'h egeto ha m'eo kalz diorroetoc'h o zeknologiezh peurliesañ. Enebourien daer ar Rouestl int peurvuiañ, ha rest in da aberzhiñ gouennoù pe planedennoù a-bezh d'e herzel. Psykerien a live uhel a zo anezho peurvuiañ ivez, hogen ur ouenn war ziskar int, abalamour d'o c'holloù er brezel ha d'an nebeud a vugale a zo ganto.

An Eldared Zu kemmañ

Pa oa bet ganet Slaanesh gant an eldared e oa aet lod da guzhat en ul lec'h er Warp da chom hep koll o ene. Breudeur an Eldared int, met ne reont ket vann gant ar gouennoù all pe ar Rouestl, n'int dedennet nemet ganto o-unan. Morlaeron ha boureverien int, hiniennel tre, renet gant Kabaled.

An Orked kemmañ

Ur ouenn kadourien eo an Orked, organegoù par da dokoù touseg e gwirionez, met denheñvel o neuz. Glas-geot e vez o c'hroc'hen, ha kreskiñ a reont a feur m'en em gannont. Dre-se e vez ar brasañ anezho en o fenn peurlisañ. Ne vevont nemet evit ar brezel hag an emgannoù, hag etrezo en em gannont ma n'eus enebour all ebet. Dre ma 'z int kar da dogoù-touseg e lezont sporennoù war o lerc'h, a dro da Orket all, ar pezh a ra eo hogos dibosubl en em zizober diouto. N'eo ket gwall araokaet o zeknologiezh, hogen dont a reont a-benn da sevel mekanikoù brezel memestra. Daou zoue o deus, Gork ha Mork.

An Nekroned kemmañ

Diwar ur bobl anveet Nekrontyr a felle dezho bevañ da viken eo bet krouet an Nekroned gant o doueed, ar C'Tan. Robotoù a zo anezho bremañ, digoustiañs ha mennet da zistruj kement buhez zo tout. Dizoloet in bet n'eus ket pell er stergoumoulenn dre m'emaint o paouez dihuniñ diouzh o c'housk a viliadoù a vloavezhioù en o bedoù-bez. An diorroetañ teknologiezh o deus, hag ar brasañ gourdrouz evit ar stergoumoulenn int sur a-walc'h. Enebourien ar vuhez hag ar Warp int e pep keñver.

An d/Tyranided kemmañ

An Dyranided a zo loened deuet eus diavaez ar stergoumoulenn ha liammet kenetrezo evel ur Gestalt, renet gant Spered ar Ruskenn. Gouest int da gemmañ o danvez genetek buan-tre da grouiñ spesadoù nevez a-benn talañ ouzh kement enebour. Dont a reont war planedennoù da blaouiañ ar bevdolz, ha lezel reier noazh war o lerc'h. Meur a ruskenn a zo erruet er stergoumoulenn a-nevez, hag hogos dibosubl int da herzel rak trawalc'h eo d'ul lodennig eus ar ruskenn achap dezhi da c'hellout adsevel unan divent.

Ar spesadoù ankoueet kemmañ

Ar Skwated hag ar Hruded a zo div ouenn ankoueet ha n'eus ket boulommigoù diwarno ken. Met marteze e vo graet en dazont.

Embregerezhioù hag c'hoarioù liammet gant Games Workshop kemmañ

Forge world kemmañ

Forge World a zo un embregerzh saoz evel Games Workshop hag a ra boulommigoù ivez diwar warhammer 40000 dresit-holl. Al lunelloù a reont a zo graet e rousin un danvez tost d'ar plastik a c'heller kizellat spisoc'h.

C'hoarioù all savet diwar WH40k kemmañ

Warhammer 40000 (1987): Kinniget eo bet er pennad-mañ.
Epic 40000 (1988): Ar c'hoari-mañ a zo evel warhammer 40000 met e ment 6mm evit adober ar brezeliou bras war un daol vihan.
Space fleet (1991) Kentan c'hoari boulommigoù en egor krouet gant Games workshop.
Necromunda (1996) Ur c'hoari karmouch e kerioù ar 41añ kantved.
Gorkamorka (1997) Ur c'hoari evel Necromunda met gant orket nemetken.
BattleFleet gothic (1999) Ur c'hoari en egor e 2D.
Inquisitor (2001) Ur c'hoari hanter roll 2 gwech brasoc'h e skeul hini eget Warhammer 40000.
Aeronautica Imperialis : Ur c'hoari emgannoù listri krouet gant forge world e 2007.

C'hoariou video embannet gant sikour Games workshop kemmañ

Kalz c'hoariou embannet gant Games Workshop a zo bet, setu amañ ar re vrudetañ:
Warhammer 40000 Dawn of War Ar c'hoari orin war urzhiataer
Warhammer 40000 Dawn of War : Winter Assault, heuliad an hini gentañ.
Warhammer 40000 Dawn of War: Dark Crusade, heuliad an daou gentañ.
warhammer 40000 Dawn of War: Soulstorm, heuliad an tri c'hentañ.
Warhammer 40000 Dawn of War 2

Romantoù ha levrioù kemmañ

Romantoù kemmañ

Embannet ez eus bet kalz levrioù Faltazi gant an ti-embann "La Bibliotheque Interdite" e galleg, troidigezhioù diwar re ar "Black Library" e saozneg hepken. Degadoù a levrioù a zo bet embannet e doug ar bloavezhioù, lod anezho diaes-tre da gavout bremañ. Drezho e vez spisaet ar bed en diavaez d'an emgannoù.

Kelaouenn ofisiel kemmañ

Ar gelaouenn ofisiel a zo anveet White Dwarf. Un niverenn a vez bep miz o kinnig an nevezentizoù evit darn vrasañ c'hoarioù Games-Workshop

Levezon kemmañ

 
Tud treuzwisket doare Cosplay eus Warhammer 40k

2000 AD kemmañ

Un embregerezh hag a embann levrioù diwar-benn ar faltazi. Games Workshop en deus bet sikour ganto evit ijinañ Warhammer 40000.

Alien ha Starship troopers kemmañ

Bed alien en deus roet sikour d'ober an Dyranided. Starship Troopers a zo ur film hag a zo bet tennet eus al levr Starship Troopers gant Robert A. Heinlein hag en deux roet lañs da warhammer 40000.

Starcraft kemmañ

Starcraft a zo ur c'hoari skiant-faltazi brudet-tre war urzhiataerezh ha savet eo bet gouenn ar Zerged ennañ diwar skeudenn an Dyranided.(Daveoù a vank)

Liammoù kemmañ

Lec'hienn Games-Workshop [1]
Lec'hienn ForgeWorld [2]
Lec'hienn an ti-embann Bilbiothèque interdite [3]
Lec'hienn an ti embann saoz Black Library [4]