Wikipedia:Wiki-ni

(Adkaset eus Wiki-ni)
Skañvoc'h dougen ur bikini evel hemañ:
hon wiki-ni a vije diaesoc'h da wiskañ:
tremen 60 000 pennad zo ennañ.
Kentel: Lec'h zo da bep hini
e-barzh hon wiki-ni.
Hor wiki-ni
N'eo ket ur spontailh-brini
Met ur vro gaer bevañ enni.

Hon wiki-ni, pe hor wiki-ni (evel a garer pe a geror), n'eo ket un enezenn, nag un douar, nag un tamm pezh dilhad berr ha dister, met ar wikipedia vrezhonek. Pell emañ diouzh Enez Bikini hag ouzhpenn-se n'eo ket a vent nag a stumm gant bikini ebet.

Bro dizalc'h kemmañ

N'eo ket na bragoù na brozh dizalc'h eta, met un tamm bro dizalc'h an hini eo memes tra.
N'eo ket bro brini na levrini, na karreg gouelini, met hon bro-ni an hini eo, brezhonegerien divorfil, dibilh ha dibistig.
Stag eo a dra sur ouzh an holl wikioù all, ha par dezho ivez: gant brezhonegerien eo savet, ha n'eo ket gant o amezeien pe yezherien arall.

Ganimp emañ ar vestroni,
hep rogoni na rustoni,
hep viloni na falloni,
na brav eo dimp en hon wiki-ni.

Son flour ar yezh kemmañ

 
Redadeg levrini
Mall warne mont da zeskiñ d'hon wiki-ni.

Ar vro vrezhonek nemeti eo hon wiki-ni.
Enni e c'haller komz eus kement tra a garomp, beajiñ en holl vroioù, hag en holl amzerioù, en hon yezh-ni.

Evel miaou kazh, evel harzh ki,
Nemet son hon yezh ne vank en hon wiki
Un deiz avat e teuy, hervez pep spi
Sede p'lec'h mañ hon intampi.

Wiki digor, Goursez digor kemmañ

 
Amañ weler c'hwec'h chaloni
A zo lirzhin o vousc'hoarzhin
Setu perak, n'eus tamm kevrin:
Kavet o deus hon wiki-ni.
 
Chaloniez en he monokini
Deuet da weladenniñ
Chalonied hon wiki-ni.

Degemerus eo hon wiki evel ma tiskouez ar pempgwerzennad-mañ:

Pe baotr pe blac'h, da bep hini
da chaloniez pe chaloni
pe 've diaes pe 'n aezoni
pe gant mono pe gant biki
digor ez eo hon wiki-ni.

Koulskoude eo degemerusoc'h hon wiki-ni c'hoazh d'ar re a garo kas ar c'harr war-raok gant ar re all, hervez pozioù ar c'han broadel :

Ma tremenez, salud 'lari,
Ma labourez, gra a gari,
Met ma klaskez porzh da c'hoari
N'eo ket al lec'h da baboriñ.

Pennadoù kar kemmañ

Liammoù diabarzh kemmañ

  • Arnodoù gallegerien da reoliañ hon wiki-ni: [[1]]
  • Arnodoù drailherien : ne blij ket hon wiki-ni d'ar bleidi [[2]] na d'ar brini: [[3]]
 
Hon wiki-ni n'eo ket ur park-c'hoari d'ar gouelini.
 
Hon wiki-ni n'eo ket ur preizh da reiñ da blaouiañ d'ar bleizi.
 
Setu amañ brini
war evezh pe war ziwall:
petra o deus kavet en hon wiki-ni
a blij dezho kemend-all?
 
Nag en tomatez nag en hili
ne vez soubet ar brizhilli
pesked doujet hon wiki-ni.

Liammoù diavaez kemmañ

  • Arabat e vez doukveskañ hon wiki-ni-ni hag ur wikini bennak[1] .

Notennoù kemmañ

  1. http://wikini.net/wakka.php?wiki=PagePrincipale