Wikipedia:Ar pezh n'eo ket

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Wikipedia zo un holloueziadur enlinenn hag, evit tizhout ar pal-se, ur gumuniezh enlinenn hag a vod tud a fell dezhe sevel un holloueziadur dezhi ur galite uhel en ur spered doujañs ouzh an holl. Wikipedia n'eo ket traoù zo eta.

Wikipedia n'eo ket ur geriadur kemmañ

Wikipedia n'eo ket ur geriadur. Pennadoù wikipedia n'int ket :

  • Termenadurioù
  • Penngerioù ur geriadur
  • Un hentenn da zeskiñ gerioù luc'haj pe yezhoù micher

N'eo ket ul lec'h da embann ho soñj kemmañ

Wikipedia n'eo ket al lec'h da embann ho soñjoù hag ho tielfennadurioù deoc'h-c'hwi hoc'h-unan pe da embann titouroù nevez. Klask a reomp kinnig holl an anaoudegezhioù boutin. Anez e vefec'h un arbennigour brudet war un danvez bennak eta, ho menozioù n'int ket ul lodenn eus an anaoudegezhioù boutin. Holl ar pezh zo skrivet a zle bezañ harpet war skridoù pe mammennoù, savet gant arbennigourien, a c'haller gwiriañ ha roet e vez o daveoù ar muiañ, ar gwellañ. Na embannit ket an traoù da-heul mar plij ganeoc'h :

  • Hoc'h ijinadennoù, pe re ho mignoned. M'ho peus ijinet un anv, ur c'hoari, pe ur paz dañs nevez, n'o ket brudet a-walc'h da sevel ur pennad diwar e benn a-raok bezañ meneget gant mammennoù niverus, dizalc'h, hag asur
  • Foromoù. Klaskit mar plij ganeoc'h sipañ ho spered el labour sevel un holloueziadur. Gallout a rit kaozeal gant tud diwar-benn danvezioù a denn da Wikipedia en o fajennoù implijer, ha dleet e vefe deoc'h diskoulmañ ar c'hudennoù liammet gant ar pennadoù er pajennoù kaozeadenn stag, met arabat mar plij ganeoc'h kenderc'hel gant ar c'haozeadennoù-se e diabarzh ar pennadoù.

Wikipedia n'eo ket ur blog kemmañ

Wikipedia n'eo ket ur rouedad darempredoù sokial evel Twitter pe Facebook. N'hallit ket staliañ ho plog, pe ho lec'hienn e Wikipedia.