Wilhelmine Prusia (1709–1758)

Ur pennad Wilhelmine von Preußen zo ivez.

Wilhelmine Prusia, pe Wilhelmine von Preußen (1709–1758) a oa ur briñsez alaman eus Prusia, c'hoar da Frederig II Prusia (1712–1786), ha markgravez Brandenburg-Bayreuth dre zimeziñ.

Wilhelmine von Preußen
Antoine Pesne: Wilhelmine hag he breur Friedrich
Wilhelmine als Braut
Ar varkgravez Wilhelmine von Bayreuth
Freundschaftstempel en Sanssouci

He buhez kemmañ

Ganet e oa e Berlin. Merc'h henañ he zad Friedrich Wilhelm Iañ, roue Prusia, hag e bried Sophie Dorothea von Hannover, e oa. Evel he breur e c'houzañvas kalz abalamour da grizded o zad, rak bazhataet e vezent gantañ.

Alies e kleve kaoz a zimeziñ. He mamm, merc'h da George Iañ, roue Bro-Saoz, a soñje en he niz, Frederick, Priñs Kembre. Met ar roue saoz ne oa ket troet da gemer anezhi hep ober un eskemm a feson, ha ne oa ket roue Prusia evit degemer an divizoù saoz, ouzhpenn-se e kave gwell ober marc'had gant Habsbourged Vienna.

He breur a renas adalek 1740.

Markgravez kemmañ