William Wilkie Collins (1824 – 1889) a oa ur romantour saoz, kamarad da Charles Dickens. Brudet bras e oa en e amzer, hini ar rouanez Victoria, ha 27 romant zo bet diwar e bluenn, ouzhpenn 50 kontadenn, tremen 15 pezh-c'hoari, ha 100 arnodskrid bennak.

Wilkie Collins
Wilkie Collins, 1850

Ganet e oa e Londrez, ha mab e oa d'al livour William Collins. Savet he desket e voe er gêr gant e vamm. Goude ez eas d'ar skol-lojañ. Beajiñ a reas gant e dud da Italia ha Bro-C'hall, ha deskiñ a reas italianeg ha galleg.

Oberennoù kemmañ