Will Self (26 a viz Gwengolo 1961) zo ur skrivagner hag ur c'hazetenner saoz. Skoliataet eo bet en University College School, e Christ's College Finchley hag en Exeter College, en Oxford. Dimezet eo gant ar gazetennerez Deborah Orr. E Stockwell (Londrez) e vez o chom. Labouret en deus evit The Observer, The Independent, Prospect ha New Statesman.
Brudet mat e oa Will Self evel kazetenner, met treiñ a reas an traoù da fall e 1997. D'ar mare-se e oa o labourat evit The Observer hag e heulie kabal John Major. Will Self a brofitas eus karr-nij Major evit kemer heroin. Reuz-bras a savas ha skarzhet e voe eus The Observer.

Will Self
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh-Unanet Kemmañ
Anv-bihanWill, William Kemmañ
Anv-familhSelf Kemmañ
Deiziad ganedigezh26 Gwe 1961 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCharing Cross Hospital, Londrez Kemmañ
TadPeter Self Kemmañ
MammElaine Rosenbloom Kemmañ
PriedKatharine Chancellor, Deborah Orr Kemmañ
Kompagnun(ez)Deborah Orr Kemmañ
BugelAlexis Samuel Self, Madelaine Jessamy S. Self, Ivan William S. Self, Luther James D. Self Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Micherskrivagner, kazetenner, romanter, skrivagner skiant-faltazi, essayist Kemmañ
Bet war ar studi eExeter College, Christ's College, Finchley Kemmañ
Oberenn heverkThe Book of Dave, Umbrella Kemmañ
Diellaouet gantBritish Library Kemmañ
Prizioù resevetBollinger Everyman Wodehouse Prize, Geoffrey Faber Memorial Prize Kemmañ
Bet kinniget evitPriz Booker, Priz Booker Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://will-self.com/ Kemmañ
Will Self e 2007

Skridoù kemmañ

Ur skrivagner danevelloù moliac'h, fent du enno eo. Diazezet eo lod brasañ e skridoù e bedoù kenstur gant hon hini. Tem an drammoù ha hini ar reizhelezh a gaver stank en e oberennoù, a vez renket el luskad anvet "diarbenn sokial", ha keñveriet e vezont gant re Salman Rushdie, Doris Lessing, ha Martin Amis evit a sell ouzh ar re vodern, hag ivez gant skridoù Franz Kafka, Jonathan Swift, Lewis Carroll, J.G. Ballard pe c'hoazh William S. Burroughs.

Oberennoù kemmañ

Romantoù ha danevelloù kemmañ

  • The Quantity Theory of Insanity (1991)
  • Cock and Bull (1992)
  • My Idea of Fun (1993)
  • Grey Area (1994)
  • The Sweet Smell of Psychosis (1996)
  • The Great Apes (1997)
  • Tough, Tough Toys for Tough, Tough Boys (1998)
  • How the Dead Live (2000)
  • Dorian, an Imitation (2002)
  • Dr. Mukti and Other Tales of Woe (2004)
  • The Book of Dave (2006)

Dastumadegoù pennadoù kazetennerezh kemmañ

  • Junk Mail (1996)
  • Sore Sites (2000)
  • Feeding Frenzy (2001)

Prizioù kemmañ

  • 1998: Priz Aga Khan evit Tough Tough Toys for Tough Tough Boys
  • 1991: Priz Geoffrey Faber Memorial evit The Quantity Theory of Insanity

Liammoù diavaez kemmañ