William B. Shepard Smith

William B. Shepard Smith (wd 1910 - 29 Du 1951, Abilene, Texas) a oa kelenner war ar yezhoù keltiek e skol-veur Columbia, e New York. Lakaet en doa embann er Stadoù Unanet, e 1940, un Dictionnaire étymologique de la toponymie bretonne.

Eus ur familh iwerzhonat divroet da Amerika e oa W.B.S. Smith. Studiet en doa ar c’hembraeg hag an iwerzhoneg, a-raok dont da Vreizh e 1936 da beurstudiañ brezhoneg en doa desket el levrioù. C’hwec’h miz e chomas e Sant-Wazeg, o kavout bod er presbital, gant ar person, an aotrou Gwilhoù Saout. Ur wech distroet d’ar Stadoù Unanet e kelennas ar yezhoù keltiek e skol-veur Columbia. Er bloaz 1940 e embannas, e stumm ur stagadenn da Language, kelaouenn al Language Society of America, un Dictionnaire étymologique de la toponymie bretonne (geriadur etimologel eus lec’hanvioù Breizh), diazezet war ul labour diembann gant Aogust Brizeug, erruet e levraoueg Columbia University goude bezañ bet etre daouarn Maurice Le Dault, levrdier e Kemper.

E-pad an Eil Brezel-bed e voe Smith o’n em gannañ war Talbenn ar Meurvor Habask, ouzh armeoù Japan. Eno e tapas e fall, war ar lavarer, ha mervel a reas, yaouank c’hoazh, d’an 29 a viz Du 1951 en Abilene, e Texas.

War-lerc’h ar brezel avat en doa kendalc’het da bleustriñ war ar yezhoù keltiek ha war ar brezhoneg dreist-holl. E skoazell a roas da lakaat moullañ levr kontadennoù Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Ster Aon e 1950.