Ar xinkaeg a zo ur yezh direnk komzet e su Guatemala war an harzioù gant El Salvador hag er rannvro venezek war-du an norzh.

Xinkaeg

Hogozik marv
Perzhioù
Komzet e : Guatemala
Rannved : Amerika
Komzet gant : 25 (1997)
Renkadur : Goude 100
Familh-yezh : Yezhoù direnk
  • Xinkaeg
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh :
Urzh ar gerioù : ?
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2
ISO 639-3
Kod SIL XIN
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Istor kemmañ

E-pad ar XVIvet kantved en em astenne tachennad ar xinkaed eus aod ar Meurvor Habask betek ar menezioù Jalapa. E 1524 e voe aloubet gant ar spagnoled. Da sklaved e voe lakaet kalz tud hag oblijet e voent da gemer perzh en aloudabeg eus ar pezh a zo El Salvador hiziv.

Goude e 1575 e krogas da vont da get buanoc'h ar sevenadur xinkaek goude ma voe kaset un darn vras eus ar boblañs da rannvroioù arall. War zigresk ez eas niver ar xinkaegerien ivez.

Hiziv kemmañ

Ar xinkaeg a zo unan eus an nebeut yezhoù orin Guatemala n'eo ket mayek o orin. Hogozik aet da get eo hag hervez Ethnologue e vefe marv. Er bloavezhioù diwezhañ e vezañs e vefe kmozet e seizh kêr hag ur geriadenn e Santa Rosa ha Jutiapa. 25 komzer a chomfe e 1991 daoust m'he deus kavet un enklask arall 297 anezho e 1997.


Gwelet ivez kemmañ

Yezhoù Guatemala

Yezhoù direnk