Yael ha Sisra

taolenn gant Artemisia Gentileschi

Giaele e Sisara (pe Yael ha Sisra e brezhoneg), zo anv ul livadur gant Artemisia Gentileschi, hag a zo e dalc'h Mirdi Szépművészeti, e Budapest.

Giaele e Sisara (Yael ha Sisra), Mirdi Szépművészeti, Budapest.

Awenet eo gant mojenn Yael ha Sisra, a gaver e Levr ar Varnerien, unan eus levrioù ar Bibl.

Gwelout a reer Yael o vont da lazhañ ar jeneral enebour : lakaet he deus un nadoz tost d'e skouarn, savet eo he brec'h, ur morzhol en he dorn, ha prest eo da reiñ taol ar marv.

Ur vojenn damheñvel eo istor Judit ha Holofern, livet ivez gant Artemisia Gentileschi.