Yann ar Badezour e-tal ar feunteun

taolenn gant Caravaggio

Emañ Yann ar Badezour e-tal ar Feunteun en un dastumad prevez e Valetta, en enez Malta. Abalamour da se n'eo ket bet gwelet na studiet kalz gant an arzvarnourien. Gouez da John Gash eo diwar zorn Caravaggio, abalamour d'an heñvel ma'z eo livet ar c'hig amañ hag e Kupidon en e gousk, a zo sur da vezañ graet gant Caravaggio p'edo o vevañ e Malta.

Yann ar Badezour e-tal ar Feunteun, gant Caravaggio. Goude ma'z eus dizemglev da c'houzout piv eo livour ar Yann-Vadezour-mañ e kaver doareoù heñvel dezhañ ouzh re ar C'hupidon kousket, anavezet ha testeniekaet evel un oberenn da Garavaggio.
Kupidon en e gousk, Caravaggio, 1608. Palez Pitti, Firenze.