Er yezhoniezh e vez implijet an termen yezh OV evit komz eus yezh ganti da frammadur kevreadurezhel diazez an urzh renadenn ("O") - verb ("V"), da lâret eo e teu ar renadenn dirak ar verb.

Renkadur hervez urzh ar gerioù
Yezh VO
Yezh OV
SVO SOV
VSO OSV
VOS OVS

Yezh V2

Doareoù kemmañ

Tri doare ez eus:

Renadur ar penn kemmañ

Dre vras e vez diorroet a-gleiz ar yezhoù OV, da lâret eo e vez lec'hiet penn e diwezh ur rannfrazenn peurliesañ.

Adstagennoù kemmañ

Er yezhoù VO e vez implijet lerc'hennoù kalz aliesoc'h evit araogennoù.

Kengerioù kemmañ

Ar yezhoù OV implijet gante kengerioù a ra peurliesañ pe atav (da skouer an turkeg) lostgerioù kentoc'h evit rakgerioù.

Istor an termen kemmañ

Gant W. P. Lehmann e oa bet kinniget da gentañ kenstrollañ ar c'hwec'h isdoare e daou doare urzh-gerioù pennañ (yezhoù VO ha yezhoù OV) e diabarzh e framm teorikel anvet "Pennaenn Diazez al Lec'hiadur" (FPP: Fundamental Principle of Placement), oc'h arguzenniñ n'eo ket dre ret ar rener elfenn bennañ ur frazenn.

Gwelit ivez: kemmañ