Ar yezh vamm eo ar yezh kentañ desket gant ur bugel.

A-wechoù ne vez ket savet ar bugel gant e vamm, hag e tesk e yezh kentañ gant e dad (ral a-walc'h) pe gant e dud-kozh alieoc'h), pe a-wechoù e servijoù-stad. Koulskoude e vez kavet aesoc'h derc'hel d'ober gant an termen "yezh vamm" peogwir e klot gant buhez ar muiañ a dud.

Tro-lavar kemmañ

E brezhoneg e reer gant un dro-lavar resis : "desket em eus brezhoneg war barlenn ma mamm". E-lec'h barlenn ar vamm e c'haller ober anv eus barlenn ar vamm-gozh pe un den bennak all, rak betek-hen n'eus barlenn ebet d'ar stad.

Divyezhegezh kemmañ

Pa vez savet ar bugel gant tud a gomz yezhoù disheñvel e c'hall deskiñ div yezh war un dro. Komz a reer neuze eus divyezhegezh, hag eus div yezh vamm.

Kanada kemmañ

Pa vez niveret an dud e Kanada e vez termenet ar yezh vamm,gant an aozadur Statistique Canada , evel ar « yezh kentañ desket er gêr pa oad bugel ha komprenet c'hoazh gant an den d'ar c'houlz m'emeur ouzh e niveriñ ». [1].

Bro-C'hall kemmañ

En niveradegoù poblañs e Bro-C'hall ne vez ket a c'houlenn diwar-benn ar yezh vamm, na yezh all ebet. Hervez Mellad 2 Bonreizh ar Republik c'hall, n'eus nemet ur yezh er Republik ha ne vez ket anavezet ez-ofisiel ur yezh all, pe yezh-vamm pe all.