Yezhadur an esperanteg

Ar reolennoù kemmañ

Reolenn 1 kemmañ

N'eus ket 'met ur ger-mell strizh 'la'.

  Digemm eo ar ger-mell strizh 'la'   la libro = al levr
             la libroj = al levrioù
  N'eus ger-mell amstrizh ebet en esperanteg libro = ul levr
             libroj = levrioù
  "La" a zo evit "al, an, ar".
  N'eus ket eus "ul, un, ur" en esperanteg.

Reolenn 2 kemmañ

Echuiñ a ra an holl anvioù-kadarn gant -o d.s. : patro (tad)

 El liester ec'h ouzhpenner al lostger -j  : patroj (tadoù)
 Al lostger -n a stager ouzh ar renadennoù eeun : patron, patrojn

Reolenn 3 kemmañ

Echuiñ a ra an holl anvioù-gwan gant -a d.s.: bona (mat)

 Klotañ a ra an anvioù-gwan gant an anv-kadarn a-fet niver hag a-fet tro.

d. s. : bona patro, bonaj patroj, bonan patron, bonajn patrojn.

Reolenn 4 kemmañ

Digemm eo an niveroù pegementiñ.

0 nul 1 unu 2 du 3 tri 4 kvar 5 kvin 6 ses 7 sep 8 ok 9 naŭ 10 dek 100 cent 1000 mil

  Evit kontañ : dek du : 12 (dek + du), 
  met dudek : 20 (du + dek) dudek tri : 23 (du + dek + tri)
  dumil tricent kvardek kvin : 2345
 Gallout a reer sevel anvioù-kadarn diwarno d.s. : nulo, unuo (unanenn), duo (douad), trio (triad)
 Gallout a reer sevel anvioù-gwan diwarno  d.s. : tria (trede), sesa (c'hwec'hvet)
 Gant al lostger -on- e saver kevrennoù.  duono (un hanter)
 Gant al lostger -op- e saver anvioù-stroll duopo (koublad), duope (daou-ha-daou)
 Gant al lostger -obl- e saver lieskementoù  duobla (doubl, daougement)
 Gant an araogenn po e saver dasparzherioù  po kvin (pep a 5)

Reolenn 5 kemmañ

Ar raganvioù-gour a zo anezho :

mi (me) 
vi (te ha c'hwi)
li (eñ)
si (hi)
gi ("eñ", "hi", evit al loened n'ouezer o reizh pe evit an traoù)
si (an unan) 
ni (ni)
ili ("int") 
oni (dibersonel)

Gallout a reer sevel anvioù-gwan diwarno : 'mia', 'via', 'lia'...
'e', 'he', 'o', a vez lavaret 'sia(j)' pa reont dave d'ar rener.

Reolenn 6 kemmañ

Reizh eo ar verboù.

  Ne gemmont nag a-fet gour, nag a-fet niver.
  Ne gemmont ket 'met evit an amzerioù.

- al lostger -i a zo evit an anv-verb    d.s. : fari (ober)
- al lostger -as a zo evit an amzer-vremañ  d.s. : mi faras, ili faras (me a ra, int a ra)
- al lostger -is a zo evit an amzer-dremenet  d.s. : mi promenis (me a bourmene)
- al lostger -os a zo evit an amzer-da-zont  d.s. : li vidos (eñ a welo)
- al lostger -us a zo evit an doare-divizout  d.s. : si farus (hi a rafe/raje)
- al lostger -u a zo evit an doare-gourc'hemenn d.s. : Kantu! (Kan !)
anvioù-gwan-verb gra : 
  far-ant-a : oc'h ober (er mare-mañ)
  far-int-a : oc'h ober (en amzer dremenet)
  far-ont-a : oc'h ober (en amzer da zont)
anvioù-gwan-verb gouzañv : 
  far-at-a : graet (er mare-mañ)
  far-it-a : graet (en amzer dremenet)
  far-ot-a : graet (en amzer da zont)
N'eus ket 'met ur verb-skoazell 'esti' (bezañ) : 
  d.s. : mi estas faranta. (emaon oc'h ober)

Reolenn 7 kemmañ

Al lostger -e a zo d'an adverboù deveret d.s. : rapide (buan)

Digemm, nemet pa vezont implijet e-giz renadenn lec'h ha pa vez un dilec'hiadur pe un durc'hadur. Kemer a reont neuze « n » akuzativ an dilec'hiañ. d.s. : kuirejen amañ-dindan. (sellet ouzh ar Reolenn 13)

  • Derez uheloc'h : li kuras pli rapide ol... : redek a ra buanoc'h eget...
  • Derez uhel : li kuras plej rapide kuirejen : redek a ra ar buanañ (ar gwellañ) d'ar gegin.

N'o deus an adverboù nann-deveret lostger -e ebet. Sellet ouzh Adverboù ispisial an esperanteg

Reolenn 8 kemmañ

Goude an holl araogennoù e teu an nominativ.

Reolenn 9 kemmañ

Distaget e vez ar gerioù e-giz ma vezont skrivet ha skrivet e vezont e-giz ma vezont distaget.

Reolenn 10 kemmañ

Skeiñ a ra an taol-mouezh war an eil silabenn ziwezhañ atav.

  d.s. : la'BO'ri ( labourat ), famil'I'o ( familh... )

Reolenn 11 kemmañ

Savet e vez ar gerioù kevrennek dre lakaat gerioù kichen-ha-kichen en ur lakaat ar bennrann diazez en dibenn.

  d.s. : Birdokanto (Kan labous)

Reolenn 12 kemmañ

Eztaolet e vez ar stumm nac'h gant ur ger hepken.

  'mi neniam fumas'. (Ne vutunan morse)
  ('mi neniam ne fumas' a vefe : butuniñ a ran atav)

Reolenn 13 kemmañ

Graet e vez gant al lostger -n evit merkañ an akuzativ.

d.s. : La kato rigardas la muson (Ar c'hazh a sell ouzh al logodenn)
  La muson rigardas la kato (Ouzh al logodenn e sell ar c'hazh)
          
  La kato saltas sur la tablon. (Ar c'hazh a lamm war an daol)
  
  Kien vi iras ? :  (Da belec'h emaoc'h o vont ?)
  Esti antaue - esti supre... (Bezañ dirak - bezañ en nec'h)
  Iri antauen - iri supren... (Mont dirak - mont d'an nec'h)

Reolenn 14 kemmañ

N'o deus an araogennoù nemet ur ster.

  N'eus ket 'met an araogenn hollek 'je' a gement hag he dije ur ster kemmus :
  d.s. : Mi parolas pri vi (Komz a ran diwar ho penn)
  d.s. : Je kioma horo ? (Da bet eur ?)
    Kredi je io  (Krediñ en un dra bennak)

Reolenn 15 kemmañ

Adkemeret e vez ar gerioù etrebroadel en esperantek evel m'emaint goude betzañ bet azasaet o reizhskrivadur.

 d.s. : teatro (c'hoariva/teatr), lifto (pignerez), radaro (radar), ...

Reolenn 16 kemmañ

An anvioù-kadarn hep akuztiv hag ar ger-mell strizh a c'hell koll o vogalenn ziwezhañ, ha neuze e vez lakaet ur skrap en o flas.

Tabel-vortoj kemmañ

An termen Tabel-vortoj a sinifi "gerioù an daolenn", n'en deus kevatal mat ebet e brezhoneg. Bezañ ez eus anezho 45 ger-benveg a oa bet kinniget unan-hag-unan e lodenn "geriadur" ar Fundamento (ha n'eo ket e stumm un daolenn evel amañ-dindan daoust m'int bet savet er stumm-se hep mar ebet).

i -
amstrizh
k-
goulenn-stagell
t-
diskouez
ĉ-
holl
nen-
nac'h
hiniennder -u
iu

unan bennak
kiu

Piv ? Pehini ? Pe ?
tiu

hennezh,
an [...]-se
ĉiu

Pep, pep hini
neniu

den ebet, hini ebet, nikun
tra -o
io

Un dra bennak
kio

Petra ?
tio

Se, an dra-se
ĉio

Pep tra
nenio

Netra
perzh -a
ia

Ur seurt
kia

Pe seurt ?

tia

ar seurt [...]-se
ĉia

Pep seurt
nenia

Seurt [...] ebet
perc'hennañ -es
ies

da unan bennak
kies

Da biv ?
ties

Dezhañ, Dezhi,
D'an den-se
ĉies

D'an holl,
Da bep hini
nenies

Da zen ebet
lec'h -e
ie

En ul lec'h bennak
kie

Pelec'h ?
tie

Aze
ĉie

E pep lec'h
nenie

E neb lec'h
amzer -am
iam

Ur wezh / Un deiz
kiam

Pegoulz ?
tiam

D'ar c'houlz-se
ĉiam

Atav / Bepred
neniam

Morse
doare -el
iel

en ur mod bennak
kiel

Penaos ? / Peseurt mod ?
tiel

e-giz-se / er-mod-se
ĉiel

en holl zoareoù
neniel

e doare ebet / e mod ebet
abeg -al
ial

Abalamour d'un abeg bennak
kial

Perak ?
tial

Abalamour d'an-dra-se
ĉial

Abalamour d'an holl abegoù
nenial

Hep abeg ebet
kementad -om
iom

Un tamm / Ur banne
kiom

Pegement ?
tiom

Kement-se
ĉiom

An holl gementad
neniom

Netra ebet
Evezhiadennoù
  1. An doare da sevel gerioù gant rakgerioù ha lostgerioù tro-dro d'ur meni gwrizienn "i" a dalv e diabarzh an daolenn-mañ hepken, ha n'eo ket da vezañ implijet e lec'h all. Koulskoude e weler implijoù amañ hag ahont e-giz "alies" (ger perc'hennañ : da unan all)
  2. Ar gerioù "-ia" a zo anvioù-gwan, ar re "-iu" a zo raganvioù/anvioù-gwan hag ar re "-io" a zo raganvioù. Kemer a reont merk an akuzativ hag evit an daou seurt kentañ hepken, merk al liester, pa vez ezhomm.
  3. Ar re "-ies" a zo raganvioù gour perc'hennañ digemm.
  4. Ar gerioù all a zo adverboù en esperanteg, hag evel an holl adverboù e vezont digemm, daoust ma c'hell an adverboù lec'h en "-ie" merkañ ent-reizh un dilec'hiadur pe un durc'hadur en "-ien" pa vez ezhomm.

Gwelet ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ