Yezhoù baltek-finnek

familh yezhoù

Notenn: Disheñvel eo ar yezhoù baltek-finnek-mañ diouzh ar yezhoù baltez-finnek.

Unan eus skourroù pennnañ ar yezhoù finnek-ougrek eo ar yezhoù baltek-finnek (saozneg: Baltic-Finnic) komzet gant tro-dro da 6 milion a dud o chom war dro ar Mor Baltel.

yezhoù ofisiel Finland hag Estonia eo ar finneg hag an estoneg.

Al liamm-familh tostañ ez eus gant ar yezhoù samiek rak diorroet e oant bet diwar an hevelep kent-yezh tro-dro 1500-1000 a-raok Jezuz. En em didroc'hañ a reas an estoneg diouzh ar finneg tro-dro 2000 bloaz zo.

Daoust ha ma vez kavet meur a c'her heñvelster hag heñvelstumm e-touez ar yezhoù-mañ, n'eus ket tu da gompren ur yezh pa ouzer unan eus ar re all.

Meur a berzh boutin e vez kavet etre yezhoù ar skourr-mañ e pep keñver, da skouer implij ar c'hasoù hag implij ar c'hensonennoù berr, hir hag hir-tre.


Gwelet ivez: kemmañ

  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.