Yezhoù outiek

familh yezhoù

Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù outiek (pe yezhoù miwokek-kostanoek pe yezhoù moutsounek) komzet gant pobloù-orin e kreiz Kalifornia.

Takad ar yezhoù outiek a-raok ma tegouezhas Europiz eno

En arvar da vont da get emañ an holl yezhoù outiek hiziv.

Daouzek yezh outiek ez eus en holl, isrannet e daou skourr pennañ evel-hen:

I. Yezhoù miwokek (a.k.a. Miwok, Miwuk, Moquelumnan)

A. Miwokeg ar reter
1. Miwokeg ar gompezenn
2. Sakleg (miwokeg ar pleg-mor) (yezh varv)
i. Miwokeg ar sierra
3. Norzh miwokeg ar sierra
4. Kreiz miwokeg ar sierra
5. Su miwokeg ar sierra
B. Miwokeg ar c'hornôg
6. Miwokeg an arvor (yezh varv)
7. Miwokeg al lenn

II. Yezhoù Kostanoek (yezh varv)

8. Karkineg (carquin) (yezh varv)
9. Kostanoeg an norzh (yezh varv)
10. Soledadeg (cholon) (yezh varv)
A. Kostanoeg ar su (yezh varv)
11. Moutsouneg (San Juan Bautista) (yezh varv)
12. Rumseg (Runsien) (yezh varv)


Gwelet ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.