Ynys Gored Goch zo un enezennig er Menai, e hanternoz Kembre, etre Pont Britannia ha Pont ar Menai. Stag eo ouzh parrez Llanfairpwllgwyngyll, a zo en Ynys Môn.

Ynys Gored Goch, d'an uhelvor, d'an 30 a viz Meurzh 2006
Ynys Gored Goch, d'an izelvor.

Un tamm er reter dezhi emañ Pwll Ceris, ul lec'h strizh dañjerus er Menai.

Lec'hanvadurezh kemmañ

Hervez an anv e oa ur gored eno[1].

Notennoù kemmañ

  1. Cored eo ar ger e kembraeg, gourel, pe benel en anvioù-lec'h ; gored eo ar ger e brezhoneg, gourel hervez Geriadur istorel ar brezhoneg.



Inizi ar Menai
 
Ynys Castell . Ynys Dysilio . Ynys Gaint . Ynys Gored Goch . Ynys Seiriol . Ynys y Bîg . Ynys Welltog .