Zheng He (sinaeg hengounel : 鄭和, sinaeg eeunaet : 郑和 , Pinyin: Zhèng Hé) (1371 - 1435) a voe ur moraer barrek hag un ergerzher sinaat a veajas kalz etre 1405 ha 1433.

Zheng He gwisket evel un amiral

E vuhez kemmañ

"Ma Sanbao" (馬 三保) e oa e anv kentañ. Muzulman e oa, eus ar boblad Hui ha genidik e oa eus proviñs Yunnan. Pa voe aloubet Yunnan gant armeoù an impalaerien Ming, e voe prizoniet Ma Sanbao. Spazhet e voe ha dont da vezañ un tizog e servij an impalaer Yongle, an trede impalaer en dinastiezh Ming, a oa o ren etre 1403 ha 1424. Adanvet e voe Zheng He gant an impalaer. Dont a reas da vezañ unan eus kuzulierien an impalaer. Troet e oa gant ar broioù pell. Ret eo gouzout e oa bet e dad hag e dad-kozh e pirc’hirinded e Mekka ha Zheng He en doa klevet anezho meur a wech o kontañ o beajoù. Goude studioù e skolaj Nanjing Taixue (Skolaj Kreiz an Impalaeriezh) e teuas da vezañ ur moraer akuit. Diskouez a ra e ergerzhadennoù e oa ur moraer hag un aozer beajoù barrek, met ne oa ket ur marc’hadour. An anaoudegezh eus ar bed gant Sinaiz a greskas kalz en e amzer met ne zeuas ket kalz a eskemmoù kenwerzhel diwar se. Kontañ a reer ivez e oa bras-divent.

Kavout a ra da enklaskerien zo ez adkaver ur roud eus e istor e beajoù Sindbad ar martolod, ar gontadenn vrudet eus Levr ar mil nozvezh hag unan.

E 1424 e varvas an impalaer Yongle. An hini a zeuas war e lerc’h, Hongxi (a voe o ren etre 1424 ha 1425), a zivizas krennañ galloud an tizoged el lez. Zheng He a reas ur veaj all c’hoazh dindan ren an impalaer Xuande (a rene etre 1426 ha 1435), met goude-se e voe echu gant ar beajoù bras. Mervel a reas Zheng He e-pad ar veaj diwezhañ. Daoust m’emañ e vez e Nanjing (adsavet e voe e 1985), e varvas en donvor moarvat hag e gorf a zle bezañ bet taolet d’ar mor, evel ma veze graet gant an amiraled veur.

E veajoù kemmañ

 
Kartenn Kangnido (eus 1402) a voe savet a-raok beajoù Zheng He ha moarvat e voe implijet gantañ. Diskouez a ra ar gartenn-se e oa anavezet mat ar "Bed kozh" gant tud reter Azia d’ar mare-se.

"Meurvor ar c’hornôg" eo a voe ergerzhet gant Zheng He, gouez dezhañ, da lavaret eo morioù er mervent da Sina, etre Azia hag Afrika. E-touez ar broioù ma veajas e c’heller menegiñ :

Ne ouzer ket resis pet beaj a reas, met sur eur e voe d’an nebeutañ seizh gwech war "meurvor ar c’hornôg", etre 1405 ha 1433. Ar strollad listri brasañ a voe gantañ a oa ennañ war-dro 30.000 den ha dek lestr ha tri-ugent. Al listri-se a oa bras-divent pa c’hellent tizhout 130 metr hed ha 55 metr led, ha warno betek 9 gwern, tra ma ne oa gant ar Santa Maria, lestr Kristol Goulm, nemet 30 metr hed hag 8 metr led, tri-ugent vloaz diwezhatoc’h.

Degas a reas en-dro da Sina kalzik traoù eus e veajoù, profoù ha kannaded eus tregont roue, en o zouez ar roue Alagonakkara eus Selan. Gant ar gelaouenn amerikan Life eo bet lakaet Zheng He er 14vet renk e-touez tud pouezusañ ar bed e-pad an eil milved.

Levrlennadur kemmañ

  • Louise Levathes, When China Ruled the Seas: The Treasure Fleet of the Dragon Throne, 1405-1433, Oxford University Press, 1997, ISBN 0-19-511207-5
  • Gavin Menzies, 1421: The Year the Chinese Discovered the World, Morrow/Avon, 2003, 576 pajenn, ISBN 0-06-053763-9. (hervez Gavin Menzies e vije bet Zheng He betek Amerika)

Liammoù diavaez kemmañ

  中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.