Åland
Un enezeg eo inizi Åland (Ahvenanmaa e finneg ; skrivet a-wechoù Aland pe Aaland (pa ne c’heller ket skrivañ al lizherenn å), enni ur 6 500 enezenn bennak e genoù pleg-mor Botnia etre Finland ha Sveden. Diwar ar 6 500 enezenn-se ez eus 80 anezho zo annezet ha sevel a rae poblañs inizi Åland da 27 734 den e 2009. Ur rannvro emren eus Finland an hini eo.
Rann eus | Norzh Europa ![]() |
---|---|
Anv ofisiel | Åland, Alandy ![]() |
Anv er yezh a orin | Åland ![]() |
Anv berr | 🇦🇽 ![]() |
Anv annezidi | alandês, alandesa, Ålandic, ålänning, ahvenanmaalainen ![]() |
Yezh ofisiel | svedeg ![]() |
Kan broadel | Ålänningens sång ![]() |
Kevandir | Europa ![]() |
Stad | Finland ![]() |
Kêr-benn | Mariehamn ![]() |
E tiriad | State Department of Åland ![]() |
War ribl | Mor Baltel ![]() |
Daveennoù douaroniel | 60°15′0″N 20°0′0″E ![]() |
Poent uhelañ | Orrdalsklint ![]() |
Penn an aotrouniezh | Peter Lindbäck ![]() |
Korf lezenniñ | Parliament of Åland ![]() |
Ezel eus | Kuzul an Norzh ![]() |
Isrannoù | Mariehamn sub-region, Åland archipelago, Åland countryside ![]() |
Gwerzhid-eur | UTC+02:00, Eastern European Time, UTC+03:00 ![]() |
Moneiz | Euro ![]() |
A zo stok ouzh | Finland Proper, Stockholm County, Uppsala County, Dourioù etrebroadel ![]() |
Yezh implijet | svedeg ![]() |
Lec'hienn ofisiel | http://www.aland.ax/ ![]() |
Domani internet | .ax ![]() |
Banniel (deskrivadur) | flag of Åland Islands ![]() |
Coat of arms | coat of arms of Åland ![]() |
Douaroniezh an danvez | geography of Åland ![]() |
Istor | history of the Åland Islands ![]() |
Bibliography | bibliography of the Aland Islands ![]() |
Ekonomiezh an danvez | economy of the Åland Islands ![]() |
Demographics of topic | demographics of Åland Islands ![]() |
Kod pellgomz an takad | 18 ![]() |
Emergency phone number | 112 ![]() |
Kod plakenn varilh | AX ![]() |
Unicode character | 🇦🇽 ![]() |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Åland ![]() |

- Notenn : e-barzh an anv Åland e ranker distagañ al lizherenn svedek å (pe Å pa vez bras) evel un o digor. Setu ma ranker distagañ [ˈoːland].
Istor Aozañ
Er Grennamzer e oa an inizi e dalc’h rouantelezh Sveden. Adalek an XIIIvet kantved e voent stag ouzh eskopti Åbo (Turku, e Finland) hag adalek ar XVvet kantved e voent ul lodenn eus dugelezh Finland a oa e dalc’h rouantelezh Sveden. E 1714 e voe aloubet an enezeg gant ar Rusianed. Mont a reas kalz annezidi da Sveden da repuiñ. Chom a reas ar Rusianed eno betek Emglev Fredrikshamn (1809). Dre an emglev-se e voe kadarnaet e oa roet Finland hag an enezeg da Rusia. Goude brezel Krimea, e voe emglev etre ar gevredidi ha Rusia a-benn divilourekaat an enezeg (Emglev Pariz, 18 a viz Ebrel 1856).
Goude dispac’h rusian 1917, e teuas Finland da vezañ ur stad dizalc’h, gant an enezeg e-barzh. Er mizioù war-lerc’h e voe ur brezel diabarzh e Finland etre ar Re ruz (skoazellet gant ar galloud nevez e Rusia) hag ar Re wenn (harpet gant Impalaeriezh Alamagn). Goulenn a reas tud Åland bezañ staget ouzh o mammvro gozh, Sveden. E-pad ar brezel e voe aloubet an enezeg gant Sveden, daoust ma oa da chom disoudard, hervez emglev Pariz. N'asantas ket Finland e c’hellje ul lodenn eus he ziriad mont gant Sveden. Pa voe echu ar brezel diabarzh e voe goulennet e ali digant Kevredad ar Broadoù. Divizet e voe, e miz Mezheven 1921, e oa an enezeg da chom gant Finland, met gwir an annezidi da gomz o yezh, ar svedeg, a ranke bezañ doujet gant ar stad, hag emren e tlee an inizi bezañ ha disoudard (testenn an emglev e saozneg : [1]).
A-hed ar bloavezhioù, abaoe, eo bet kadarnaet an emrenerezh-se.
Statud politikel Aozañ
Ur statud proviñs emren zo gant inizi Åland e Finland. Displeget eo ar statud-se el Lezenn war emrenerezh Åland, bet degemeret d’an 12 a viz Here 1951, ha kadarnaet e 1990. Ur banniel dezho o-unan o deus an inizi, abaoe 1954, gwir da embann timbroù, hag ar svedeg eo ar yezh ofisiel nemeti war an inizi. Komzet e veze svedeg gant 93,5 % eus an annezidi e 2001.
Ur gwir veto zo gant an enezeg, ma kav d’ar gouarnamant emren ne vefe ket mat lakaat lezennoù zo gant ar galloud kreiz da dalvezout en inizi. Un emrenerezh leun zo gant gouarnamant an enezeg, nemet war dachenn an aferioù diavaez, ar maltouterezh, ar moneiz hag ar justis. Ur rannvro disoudard eo an enezeg. Ezel eo eus Unaniezh Europa abaoe 1995, ar bloavezh ma teuas Sveden ha Finland e-barzh an Unaniezh.
Ur c’hannad o deus an enezidi e parlamant Finland (Eduskunta pe Riksdag) e Helsinki.
Douaroniezh Aozañ
En ul lec’h strategel emañ inizi Åland, e genoù pleg-mor Botnia etre Finland ha Sveden. N’emaint ket pell diouzh porzh Stockholm, na kennebeut diouzh Helsinki ha pleg-mor Finland.
Ouzhpenn ar 80 enezenn zo poblet, tremen 200 enezenn all a c’hellfe bezañ annezet, tra ma n’eus nemet reier eus ar peurrest, ur 6 000 karreg bennak. Liammet eo Åland ouzh Enezeg Turku er reter (finneg: Turunmaan saaristo, svedeg: Åbolands skärgård).
Klegerek eo an inizi, gant nebeut a zouar-labour warno. Un nebeud porzhioù mat zo, evel Ytternäs.
Gorread an inizi a sav da 1 512 km². Dek ha pevar-ugent dre gant eus an dud zo o chom war Fasta Åland, an enezenn vrasañ ; eno emañ ar gêr-benn, Mariehamn. Fasta Åland eo an enezenn vrasañ, a-bell, pa ya d’ober 70% eus gorread ar broviñs ; en em ledañ a ra a-hed 50 km eus an hanternoz d’ar c’hreisteiz, hag a-hed 45 km eus ar c’hornôg d’ar reter.
Liammoù diavaez Aozañ
- Ofis touristerezh an inizi Åland (e galleg)
- Parlamant Åland (e saozneg)
- Gouarnamant Åland (e svedeg)
- Lec’hienn ofisiel an enezeg (e svedeg)
- Statud emrenerezh Åland (e saozneg)
- B7 — Rouedad inizi ar Mor Baltel (e saozneg)