Édouard Philippe

politikour gall

Édouard Charles Philippe (ganet d'an 28 a viz Du 1970 e Rouan, Normandi) zo ur c'hargad stad uhel hag ur politikour gall. Bez eo an 22vet kentañ ministr eus ar Vvet Republik, anvet er post-se d'ar 15 a viz Mae 2017 gant Emmanuel Macron, deuet da vezañ prezidant nevez Bro-C'hall an deiz a-raok. Chomet eo kentan ministr betek an 3 a viz Gouere 2020.

Édouard Philippe e 2021.

Krog eo gant ar politikerezh er Strollad Sokialour gall. Bez e oa bet goude-se ezel en Union pour un mouvement populaire (UMP) ha goude-se er strollad Les Républicains (LR). E 2010 e teuas da vezañ maer An Havr-Nevez ha prezidant kumuniezh an tolpad-kêrioù. Bez e voe ivez kannad er 7vet pastell-vro er Seine-Maritime e 2012.

Yaouankiz kemmañ

Édouard Philippe a zo ganet e Rouen. Mab eo da gelennerien galleg, ur c'hoar en deus, hag a zo kelennerez war ar galleg. Gwrizioù micherel ar familh a zo reoù doker, an tad-kozh, an tad-kuñv a rae ar vicher-se. An tad-kuñv a oa bet unan eus kentañ izili ar Parti Communiste Français en Havr-Nevez. Ul lod kendirvi da Edouard Philippe a ra c'hoazh ar vicher doker.

Stummadur kemmañ

Bevet en deus e bannlev Rouen, tapet en doa e vachelouriezh e Bonn, an tad a oa neuze rener al lise gall eno. Studier e voe en hypokhâgne el lycée Janson de Sailly e Pariz, diplomet e voe goude-se en Institut d'études politiques de Paris (skourr servij publik, remziad 1992) ha goude-se e Skol vroadel ar velestradurezh (remziad Marc-Bloch, 1995-1997).

Ur wech echuet gant an ENA e 1997 ez a Édouard Philippe d'ar C'huzul-Stad. Arbennigour eo war gwir ar marc'hadoù publik.

Politikerezh kemmañ

Deroù

E-pad e studioù e Sciences Po, stourm a ra daou vloavezh er Parti socialiste da harpañ Michel Rocard. Goude-se e ro e zilez evit mont etrezek an tu dehoù.