Élodie Callac, ganet e 1979[1] e Villerville (Calvados), zo un hinourez c'hall.

Élodie Callac he deus tapet ur vestroniezh war ar skiantoù fizikel ha diplomet e voe gant Skol vroadel an hinouriezh e 2003. Er memes bloavezh e voe degemeret e skipailh mediaoù Météo-France. Abaoe 2009 e kemer perzh evit sevel kemennadennoù an hin evit ar vro.

Ezel eo eus skipailh an hinouriezh er chadennoù France Inter ha France Info. Erlec'hiañ a ra Jacques Kessler ha labourat a ra gant Joël Collado ha Jean-Michel Golynski. Ar c'hentañ maouez eo o labourat evel rakwelerez war an hin war Radio France. Kinniget he doa he c'hentañ abadenn hinouriezh d'an 20 a viz Gouhere 2013[2].

Abaoe an 28 a viz Kerzu 2015 e kinnig abadennoù war an hin war France Inter, e-lec'h Joël Collado[3].

Notennoù ha daveennoù

kemmañ