Élodie Jaffré
Ganet An Oriant - Breizh Breizh
Micher(ioù) kanerez
Bloavezhioù oberiant Abaoe 2000
Lec'hienn ofisiel www.elodiejaffre.com

Endro Yann-Fañch Kemener

Élodie Jaffré a zo ur ganerez vreizhat genidik a Vro an Oriant. Kanañ a ra e brezhoneg tonioù da zañsal.

Buhezskrid kemmañ

Kroget e oa da ganañ e 2000 gant Mélanie Panaget ha Yann-Fañch Kemener[1]. Skolaerez eo bet e-barzh ar skolioù Diwan a-raok dont da vezañ kanerez[2].

E 2015 e oa aet ar maout ganti e Kan ar Bobl e-barzh ar rummad Kanaouenn hengounel, ha tapet he doa ar priz kentañ er festival Fisel er rummad Kan ha diskan[1].

Stummet eo bet e-barzh skol sonerezh Gwened ha diplomet eo bet e 2018. Heuliet he deus ar stummadur kinniget gant Kreiz Breizh Akademi e 2017[3]. Deuet e oa ar bladenn HED er-maez e miz Gwengolo 2019 gant arzourien Kreiz Breizh Akademi[4].

He fladenn gentañ, Er Vammenn, a zeu er-maez e 2019 e ti Coop Breizh. Kanañ a ra asambles gant an delennourez Awena Lucas.

Hec'h eil fladenn, Kanour Noz, sevenet asambles gant Awena Lucas (Telenn geltiek) ha Yann LE BOZEC (Gourrebed), a zo deuet er-maez e 2022 e ti Coop Breizh. Diazezet eo ar bladenn war tonioù hengounel a oa kanet gant ur pesketour, Louis Le Hirez e anv, ganet e 1907 ha marv e 1983, hag a oa eontr Elodie Jaffré. Dastumet eo bet gant Jean-Yves Monnat er bloavezhioù 1970[5].

Pladennoù kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. 1,0 ha1,1 (fr) Elodie Jaffré, Kanerez, war lec'hienn Tamm-Kreiz
  2. (fr) Loïc TISSOT, PORTRAIT. De Plœmeur, Élodie Jaffré, la petite-nièce réveille le chanteur de nuit Louis Hirez, Ouest-France, 01/02/2022
  3. Un emgav gant Elodie Jaffré, Kazetenn Ya !, p. 12, 27/04/2021
  4. (fr) Frédéric Jambon, Kreiz Breizh Akademi #7. Hed, Le Télégramme, 21/10/2019
  5. Florent Grouin, Elodie Jaffré a ginnig he fladenn Kanour Noz, Brezhoweb, 09/11/2022

Liamm diavaez kemmañ

  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.