Íte ingen Chinn Fhalad
Íte ingen Chinn Fhalad, pe Ita, Ida pe Ides, lesanvet Brec'hed Mumhan, ha marvet war-dro 570 pe 577, a oa ul leanez ha santez iwerzhonat, maeronez Cluain Credhail (Killeedy). D'ar 15 a viz Genver e vez lidet.
Ganet eo er vro a zo bremañ Kontelezh Port Láirge. He zad e oa Cennfoelad, pe Confhaola, he mamm e oa Necht, pe Necta. Un diskennad da Felim e oa he zad. Merc'h da Dallbrónach e oa he mamm, ha dre se c'hoar da vamm santez Berc'hed.
Pan eas da leanez ec'h eas da chom da g-Cluain Credhail, anavezet ivez evel Cill Íde - da lavarout eo "Iliz Santez Ita" - e Kontelezh Luimneach. Eno e oa e penn ur gumuniezh merc'hed. Krediñ a reer e oa gante ur skol evit paotredigoù ma veze kelennet ar feiz kristen. En o zouez e vije bet Sant Brendan.