Ñico Saquito, pe Benito Antonio Fernández Ortiz, ganet e Santiago de Cuba d'ar 17 a viz Genver 1901 ha marvet e La Habana d'ar 4 a viz Eost 1982, a oa ur soner eus Kuba. Anavezet eo evel gitarour en trova ha saver meur a ganaouenn brudet[1].

Da 15 vloaz en doa tapet un tamm brud gant un toullad kanaouennoù ma tilezas ar baseball da gregiñ ur vuhez a d-trovador. Er bloavezhioù 1920 en devoa bodet un tamm laz-seniñ en-dro dezhañ, goude-se ez eas gant ar c'h-Cuarteto Castillo, hag er bloavezhioù 1930 edo o foetañ henchoù Cuba gant e sonerien. Goude-se e tistroas da Santiago ma savas Los Guaracheros de Oriente, a sonas e kement parrez a zo e Cuba. E 1950 ez ejont betek Puerto Rico ha Venezuela. Chom a rejont er broioù estren betek war-dro 1960. Neuze e voe ret da bep hini ober e soñj: c'hoarvezet e oa Dispac'h Kuba, kemeret e oa bet ar galloud gant Fidel Castro, distreiñ pe na zistreiñ da Guba? Ñico a zistroas, ar re all ne rejont ket.
Ur pennad mat eo bet o son en ostaleri vrudet La Bodeguita del Medio, e La Habana.

E oberenn

kemmañ

Savet en deus tonioù guaracha gant komzoù skañv, fentus peurliesañ. Met brudet bras ivez eo ar guajira, Al vaivén de mi carreta, ur son drist diwar-benn buhez kalet ar gouerien e Cuba.

Lesanvet e oa El guarachero de Oriente, abalamour da anv e laz-seniñ, hag ivez Compay Gato, abalamour d'ar ganaouenn Adios compay gato. E 1982 e reas ur bladenn evit ar gompagnunezh Egrem gant al lazoù Cuarteto Patria hag El Duo Cubano[2].

Brudet eo ar re-mañ dreist ar re all:

Adkanet eo bet e ganaouennoù brudetañ gant Eliades Ochoa, ur blijadur o selaou.

  • Lesanvet e oa El guarachero de Oriente ha Compay Gato abalamour d'e ganaouenn Adiós compay gato brudet en holl vroioù spagnolek.
  • Er bloavezhioù 1960 e kane en Habana Vieja en ostaleri vrudet La Bodeguita del Medio.
  • En 1982 e reas ur bladenn gant an daou laz Cuarteto Patria hag El Duo Cubano.

Notennoù

kemmañ
  1. Orovio, Helio 2004. Cuban music from A to Z, a biographical dictionary of Cuban music, artists, composers, groups and terms, adwelet gant Sue Steward. ISBN 0822331861 Duke University, Durham NC; Tumi, Bath. p 80
  2. Embannet e voe an enrolladurioù dalif e ti World Circuit en 1983 hag anvet Adios compay gato.


Liamm diavaez

kemmañ