Đỗ Cao Trí
Al letanant jeneral Đỗ Cao Trí, ganet d'an 20 a viz Du 1929 hag aet da Anaon d'an 23 a viz C'hwevrer 1971, a oa ur jeneral e Lu Republik Su Vietnam (ARVN). Brudet e oa Đỗ abalamour ma oa ur stourmer kadarn gant un doare bevañ skedus. Kroget en doa gant ar vuhez soudard en Arme c'hall a-raok mont e Lu Republik Su Vietnam. Dindan ren ar prezidant Ngô Đình Diệm, e oa e penn ar c'hentañ Korfad, taer e oa bet o flastrañ al luskad evit gwirioù ar voudaiz enebet ouzh ar gouarnamant. Đỗ Cao Trí en doa kemeret perzh en taol-stad en devoa lazhet Ngô Đình Diệm d'an 2 a viz Du 1963.
Bloavezhioù war-lerc'h e oa bet lakaet a-gostez gant Nguyễn Cao Kỳ, penn ar junta er galloud. Pa oa erruet Nguyễn Văn Thiệu er galloud, e oa bet distroet e penn an IIIde korf. Penn an IIIde korf e oa e 1970 e-pad Kampagn Kambodja. Eno e oa bet lesanvet "the Patton of the Parrot's Beak".