Mustafa İsmet İnönü (distaget isˈmet ˈinøny e turkeg) (24 Gwengolo 1884 – 25 Kerzu 1973) a oa ur jeneral hag ur politiker turk. Eil prezidant Republik Turkia e voe, adalek an 11 a viz Du 1938, goude marv Kemal Atatürk, betek an 22 a viz Mae 1950, pa voe trec'het e gostezenn, ar Cumhuriyet Halk Partisi e dilennadeg ar gannaded.

İsmet İnönü e 1938

E penn an arme e voe ivez eus 1922 da 1924, ha Kentañ Ministr dre deir gwech, eus 1923 da 1924, euis 1925 da 1937 hag eus 1961 da 1965.

Sellet a reer outañ evel an eil den pouezusañ en istor Turkia en XXvet kantved, goude Mustafa Kemal Atatürk. Abalamour da se e voe lesanvet İkinci Adam, da lavaret eo «an eil den». Soñjoù a bep seurt zo diwar e benn : evit lod e voe staliet ur renad aotrouniek er vro dindan e ren evel prezidant (1938-1950), met evit tud all ez eo gantañ e voe aesaet an tremen war-zu ur renad lies-strollad ha doujañ a reas atav d'an demokratelezh adalek 1950.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.