12 Angry Men (film)
12 Angry Men[1] (12 Den Droug enne e brezhoneg) zo ur film saoznek, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour stadunanat Sidney Lumet e 1957.
Rann eus | National Film Registry |
---|---|
Titl | 12 Angry Men |
Diazezet war | Twelve Angry Men |
Danvez pennañ | Kastiz ar marv, jury trial, distinction |
Tachenn | film dramael, trial film, huis-clos film |
Aozer | Reginald Rose |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | saozneg |
Deiziad embann | 10 Ebr 1957 |
Darvoud-alc'hwez | principal photography, principal photography |
Sevener | Sidney Lumet |
Senarioour | Reginald Rose |
Rener ar skeudennaouiñ | Boris Kaufman |
Frammer filmoù | Carl Lerner |
Sonaozer | Kenyon Hopkins |
Produer | Henry Fonda, Reginald Rose |
Dasparzher | MOKÉP, Netflix |
Lec'h an istor | Manhattan |
Lec'h filmañ | Stadoù-Unanet |
Liv | gwenn-ha-du |
Review score | 4/4, 9.0/10, 9.1/10, 100%, 97/100 |
Prizioù resevet | Arzh Aour, Grand Prix, National Board of Review: Top Ten Films, BAFTA Award for Best Foreign Actor |
Diaz embann | video diwar c’houlenn, home video release, theatrical release, broadcasting |
Renkadur ar CNC | holl bublik |
Renkadur EIRIN film | G |
Renkadur FSK | FSK 12 |
Dezverket dre | titl e Bro-Spagn, titl evit Amerika spagnolek |
Assessment | Test Bechdel, reverse Bechdel Test |
Renkadur Medierådet | For ages 12 and up |
Kentañ film savet gant Lumet evit ar sinema e oa, deuet e-maez a-raok Stage Struck (miz Ebrel 1958).
Fichenn deknikel
kemmañ- Doare : Drama,
- Skoazeller-sevener : Donald Kranze,
- Senario : Reginald Rose, azasaet diwar e bezh-c'hoari 12 Angry Men savet evit ar skinwel (miz Gwengolo 1954),
- Kevredad produiñ : Orion-Nova Productions,
- Produourien : Henry Fonda ha Reginald Rose,
- Kevredad dasparzhañ : United Artists,
- Rener ar skeudenniñ : Boris Kaufman,
- Ijinour ar son : James A. Gleason,
- Aozer ar sonerezh orin : Kenyon Hopkins,
- Farder : Herman Buchman,
- Frammer : Carl Lerner,
- Skriptourez : Faith Elliott,
- Prantad filmañ : adalek ar 25 a viz Mezheven 1956,
- Lec'hioù filmañ : New York County Courthouse ha studioioù Fox Movietone e New York,
- Deiziadoù dont e-maez : 10 a viz Ebrel (Los Angeles (Kalifornia)), 13 a viz Ebrel 1957 (New York),
- Padelezh : 96'.
An danvez
kemmañEn un tu bennak e Stadoù-Unanet Amerika.
Tamallet eo ur paotr yaouank da vezañ lazhet e dad a daolioù kontell en e ranndi ha fiziet en ur juri a zaouzek den e varn. Da-heul ar votadeg kentañ e tiskouez an toued niverenn 8, tisavour diouzh e vicher, kaout douetañs diouzh kablusted an tamallad yaouank. Ma van e-unan-penn rak an douidi all a glask ober dezhañ cheñch e veno evit ma vo kemeret an diviz mat a-unvouezh, evel m'eo dleet.
Padal, dre forzh arguziñ ouzh an testeni-mañ-testeni ha lakaat war wel diwirheñvelded ar brouenn-mañ-prouenn e teu a-benn an eizhvet toued da cheñch penn d'ar vazh o kendrec'hiñ e gendouidi, an eil war-lerc'h egile.
M'eo didamallet ar paotr yaouank a-barzh fin ar gont, goude eurvezhioù a dabutoù lakaet garv ha faezhus abalamour d'an amzer douforek o ren e-barzh ar sal kement hag er-maez anezhi. Echuiñ a ra ar film pa guita an douidi al lez-varn : torret eo d'ar glav arnevek ha ne oar ket Yann Arvester ha kablus e oa ar paotr yaouank pe get...
Roll ar gomedianed
kemmañ- Henry Fonda : an eizhvet toued,
- Lee J. Cobb : an trivet toued,
- E.G. Marshall : ar pevarvet toued,
- Jack Warden : ar seizhvet toued,
- Martin Balsam : ar c'hentañ toued,
- Ed Begley : an dekvet toued,
- John Fiedler : an eil toued,
- Jack Klugman : ar pempvet toued,
- Edward Binns : ar c'hwec'hvet toued,
- Joseph Sweeney : an navvet toued,
- George Voskovec : an unnekvet toued (horolajer diouzh e vicher),
- Robert Webber : an daouzekvet toued (bruder diouzh e vicher),
- Rudy Bond : ar aotrou barner,
- James Kelly : ar gward,
- Billy Nelson : ar grefier,
- John Savoca : an tamallad,
- Walter Stocker : an den o c'hortoz ar bignerez.
N'eo nemet e dibenn ar film e vez roet da Yann Arvester da anavezout anv-familh daou eus an douidi pa gimiad an eil diouzh egile : an aotrou Davis (8vet toued) hag an aotrou MacCardle (9vet toued), da lâret eo an daou zen kentañ o devoa dibabet didamall ar paotr yaouank en abeg d'o douetañsoù.
Skrivañ a c'heller ez eo pouezus-kenañ ar roll a zalc'h Henry Fonda er film dre ma teu a-benn e dudenn da gendrec'hiñ an douidi all d'e savboent a-barzh fin ar gont. Fentus eo stadañ en devoa c'hoariet Fonda roll un den tamallet e gaou e The Wrong Man (deuet e-maez e miz Kerzu 1956) gant Alfred Hitchcock...
Goproù
kemmañOskar ebet gant 12 Angry Men rak rastellet e voe prizioù Akademiezh Arzoù ha Skiantoù ar Fiñvskeudenniñ gant ur film all, The Bridge on the River Kwai, e miz Meurzh 1958.
Tapout a reas Arzh Aour (Goldener Bär en alamaneg) ar gwellañ film hir da-geñver Internationale Filmfestspiele Berlin en hañv 1957 koulskoude.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Dougen a ra ur film all an hevelep titl, bet sevenet evit ar skinwel gant William Friedkin e 1997.