1st Rhode Island Regiment
Ar 1st Rhode Island Regiment, lesanvet Varnum's Regiment, an 9th Continental Infantry, ar Black Regiment, ar Rhode Island Regiment, ar Rhode Island Battalion hag Olney's Battalion, a oa ur rejimant eus ar C'hontinetal Army eus Rhode Island e-pad Brezel dieubidigezh Stadoù-Unanet Amerika (1775–83). Bez e voe unan eus an nebeud unvezioù eus ar C'hontinental Army o servijout a-hed ar brezel.
An unvez en devoa bet kalz lesanvioù evel darn eus rejimantoù ar C'hontinental army. Chomet eo brudet dre an anv "Black Regiment" dre ma oa kompagnunezhioù a-bezh a oa savet gant soudarded du nemetken. Embann a reer e oa ar c'hentañ rejimant milourel du, en gwirionez e oa estreget tud du ennañ, bez e oa ivez tud wenn.
Varnum's Regiment (1775)
kemmañAr 1st Rhode Island a oa bet savet gant ar gouarnamant trevadennel a-raok bezañ lakaet er C'hontinental Army. Reveulzierien ar Rhode Island Assembly (parlamant an drevadenn) en devoa roet an aotre da sevel ar rejimant d'ar 6 a viz Mae 1775. Ul lodenn e oa neuze eus Lu emzifenn trevadenn Rhode Island.
Ar rejimant a oa bet aozet d'an 8 a viz Mae 1775 dindan urzhioù ar C'horonal James Mitchell Varnum. Lesanvet e voe neuze ar "Varnum's Regiment." Ar rejimant diazez a oa savet gant 8 kompagnunezh emouestlidi o tont eus rannvroioù Kent ha King.
Varnum a lakas ar rejimant da fiñval e Roxbury, Massachusetts e miz Even 1775. Kemeret en devoa perzh e Sez Boston eno ez eo ul lodenn eus al lu surentez. Degemeret eo er C'hontinental Army dre dekred ar C'hongres d'ar 14 a viz Even 1775. Bez e voe kresket an niver a gompagnunezhioù betek tizhout dek anezho d'an 28 a viz Even, d'an 28 a viz Gouhere e voe lakaet dindan urzhioù ar Jeneral Nathanael Greene a oa e-penn ur vrigadenn e lu pennañ ar Jeneral George Washington.
Soudarded du er brezel
kemmañChomet eo tost dianav e-pad pell met soudarded du a oa bet o kemer perzh e Brezel Dieubidigezh Staoù-Unanet Amerika. Er 1st Rhode Island Regiment e oa d'ar muiañ 225 soudard en holl, ha 140 anezho a oa Afro-amerikaned[1].
Levrlennadur
kemmañ- Abdul-Jabbar, Kareem; Steinberg, Alan (2000). Black Profiles in Courage: A Legacy of African American Achievement. New York, NY: Perennial
- Charles Neimeyer, America goes to War: A Social History of the Continental Army (New York: NYU Press, 1997)
- Michael Lanning, African Americans in the Revolutionary War (New York: Citadel, 2005).