Tri
niver
(Adkaset eus 3 (niver))
Tri eo anv brezhonek an niver etre daou ha pevar, a zo skrivet 3, ha teir eo furm wregel (pe benel) ar ger.
KemmadurAozañ
Kemmadur dre c'hwezhadenniñ a vez goude tri: tri c'hant, tri fenn, tri zi.
PetvediñAozañ
Trede ha trivet eo an anvioù-gwan-petvediñ a glot gantañ, ha trede pe teirvet eo a glot gant teir.
Arveroù lieseurtAozañ
- Anv ar bloavezh 3
- Tri ferson an Drinded, er relijion gristen
- An Tri Romant, anv brezhonek teir danevell gembraek eus ar grennamzer anvet Y Tair Rhamant
- Un triad a zo ur bodad tri, tri den pe tri zra.
RakgerAozañ
Ur rakger eo e gerioù evel ar re-mañ:
IskisAozañ
Pevar den e oa an Tri Mouskeder brudet.
KrennlavaroùAozañ
- Pa vez tri e vez toull an ti