420
Fardaj : bermudian
Savour : Christian Maury
Penn-kentañ : 1958
Hirder : 4,20 m
Ledander : 1,63 m
Kalandour : 0,97
Diblasadur : 110 kg
Goueliadur : Gouel-vras 7,5 m², Fok 2,8 m², Spi 9 m²
Bourzhiad(où) : 2

Ar 420 a zo ur driver doubl (daou vourzhiad enni) treset e 1958 gant Christian Maury, un ijinour Gall. Savet e voe ar vag goude diouzh goulenn gant skol vageal Socoa (e-kichen St Yann a Luz).

Da gentañ penn e voe ijinet evit an deskoni. Savet e voe e polyester, e penn kentañ gant chanter Bourdel Lucien Lanaverre, ha da heul gant ur bern chanterioù etrevroadel all (Snapir -Israel, Poliglas, Roga ha Lenam -Bro Spagn, Nautivela -Italia, Vanguard -SUA, Ziegelmayer -Alamagn). Pa 'z eo bet roet ar statud a glasad etrevroadel gant an IYRU (hiriv an ISAF), ez eo bet ar 420 gant un nebeud bagoù all ar vag he deus aroueziet dioroadur a bageal. He ferzhioù mat hag he friz marc'had mat a zo pennabegoù he berzh hag he emled a dreuz ar bed.

Buan a-walc'h ez eo bet implijet ar 420 da redadegiñ, implijet eo dreist holl gant skipailhoù skañv (etre 110 ha 130 kg).

Adalek ar bloavezhioù 80, abalamour da bouez ar redadegoù, da berzh ar c'hatamaran ha d'ar plankennoù dre lien, ez eo bet gwerzhet nebeutoc'h a unanennoù d'ar skolioù vageal. Hogen, chom a ra prizhiet e bed ar redadegerien hag evit sturerien an dibenn sizhun hag a zres unanennoù d'ur priz marc'had mat.

Hiriv an deiz ez a muioc'h mui ar redadegerien war zu an 29er, nevesoc'h ha primoc'h.

420 war vor

Liammoù diavaez

kemmañ