Hentenn ar 5S a zo un teknik merañ japanat a glask da wellaat en doare reoliek an oberoù graet en embregerezhioù. Amprouet e oa bet er reizhiad produiñ Toyota.

  • Seiri (整理 Diframmañ an didalvoud?) : skarzhañ pep tra n'emañ ket en e blas en dachenn labour
  • Seiton (整頓 Lec'hiañ?) : Lec'hiañ an dafaroù ;
  • Seiso (清掃 Kempenn?) : Kempenn - Lakaat da skediñ ;
  • Seiketsu (清潔 Skouer?) : Skoueriekaat ar reolennoù ;
  • Shitsuke ( Heuliañ?) : Heuliañ ha mont war-raok.

Tra oc'hpenn: Gallout 'ra an hentad-mañ be'añ troet e brezhoneg gant ar ger DiHeSKeL a dalv:

  • Diframmañ an didalvoud
  • Heuliañ ha mont war-raok
  • Skoueriekaat ar reolennoù
  • Kempenn - Lakaat da skediñ
  • Lec'hiañ an dafaroù

Palioù

kemmañ

Da bep poent "S" e bal :

  • Skañvaat an dachenn labour ha skarzhañ pep tra didalvoud ;
  • Urzhiañ an dachenn labour en un doare efedus ;
  • Gwellaat stad naetiri al lec'hioù ;
  • Diwall diouzh donedigezh al loustoni hag an dizurzh ;
  • Kalonekaat ar strivoù davet an tu-mañ: peurreizhet emren.

Oc'hpenn da se e lak ar reizhiad a-bezh da :

  • Wellaat an doareoù labour ha startijenn an dud labour (plijusoc'h eo labourat en ul lec'h naetet ha renket mat) ;
  • Zigreskiñ an dispignoù amzer hag energiezh ;
  • Zigreskiñ ar riskloù gwallzarvoudoù ha yec'hedel
  • Wellaat berzhded ar produiñ ;
  • Wellaat merañ ar produiñ.

Penaos 'vez graet

kemmañ

Seiri (Diframmañ)

kemmañ

Er stad-mañ e vez rediet da ziframmañ pep tra n'emañ ket en e blas en dachenn labour. Un nebeud reolennoù a gas da gemer an divizoù a-zoare :

  • Skarzhet 'vez pep tra ne servij ket mui abaoue ur bloaz (pe adaozet ma vo ezhomm) ;
  • Eus pezh a chom 'vez lakaet a-gostez pep tra a servij nebeutoc'h evit ur wech dre viz (da skouer, e departamant an dielloù, pe er mirlec'h);
  • Eus pezh a chom 'vez lakaet nepell pep tra a servij nebeutoc'h evit ur wech dre sizhun ('barzh un armel burev, el lec'h renkañ er post labour en uzin da skouer) ;
  • Eus pezh a chom 'vez lakaet er post labour pep tra a servij nebeutoc'h evit ur wech dre zevezh ;
  • Eus pezh a chom 'vez lakaet eeun e-doug an daouarn er post labour pep tra a servij nebeutoc'h evit ur wech dre eurvezh ;
  • Ha lakaet 'vez eeun pep tra a servij da nebeutañ ur wech dre eurvezh war al labourer.

Seiton (Lec'hiañ)

kemmañ

Er stad-mañ 'vez renket ar biñvioù hag an dafaroù disheñvel gouestlet d'al labour. Gallout 'reer implijout hentennoù merañ gwelus evit hec'h aesaat, mes alies 'vez dalc'het Seiton evel: "Ul lec'h hepken evit un dra hepken, hag un dra hepken evit ul lec'h hepkenn" .

Klasket 'vez aozañ an dachenn labour en doare ma vo chomet hep koll amzer hag energiezh.

Reolennoù Seiton :

  • Renkañ ar post labour en doare skiantek (nepell, danvezioù ponner aes da gemer pe staliet war ur skor bennak,...) ;
  • Termenañ reolennoù ar renkañ ;
  • Lakaat lec'hiadur an dafaroù da ve'añ splann;
  • Lakaat an dafaroù ag a implij stank nepell diouzh al labourer ;
  • Rummañ an dafaroù dre urzh implij ;
  • Skoueriekaat ar postoù labour ;
  • Aesaat an hentenn "Kentañ 'barzh, Kentañ 'maez" ("FIFO").

Seiso (Lakaat da skediñ)

kemmañ

Kalz aesoc'h eo naetaat an dachenn labour ur wech ma vo diac'hubet (Seiri) ha renket (Seiton). Chom hep doujañ an naetiri a c'hell lakaat war wel difiñv ar mekanikoù pe direizhderioù

Un nebeud reolennoù evit Seiso :

  • dilouzañ, ensellet, diguzhat an direizhderioù ;
  • Adlakaat er stad dereat da seul taol ;
  • Aesaat an naetaat hag an ensellet ;
  • Diframmañ an direizhder er vammenn.

Seiketsu (Skoueriekaat)

kemmañ

Ar stad-mañ a lak da zerc'hel en e soñj 'vez rediet an urzh hag an naetiri da ve'añ dalc'het bemdez.

Shitsuke (Heuliañ)

kemmañ

Amañ 'vo kavet ar gwiriañ en doare strizh eus lakaat ar "5S" pe DiHeSKeL e pleustr. Kefluskerioù ar stad-mañ 'vez gwiriañ fiziadus ar pevar "S" pe boent kentañ hag harpañ digant al labourerien dapet e-barzh.

Heuliadennoù

kemmañ

Muzuliet 'vez an disoc'h kerkoulz e kenderc'husted ha plijadur an dud labour da geñver ar strivoù zo bet graet evit aesaat an doareoù labour.

Notennoù ha daveoù

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ
  • Kaizen
  • Lean (produiñ)
  • Merañ ar perzh
Hentennoù bennak 'vez implijet evit lakaat ar 5S pe DiHeSKeL e pleustr:
  • QQOQCCP pe 5W e saozneg
  • Roue de Deming pe POR